Yezh OSV
Er yezhoniezh e vez implijet an termen yezh OSV evit komz eus yezh ganti da frammadur kevreadurezhel diazez an urzh renadenn ("O") - rener ("S") - verb ("V"). Anvet e vez ivez yezh OAV, da lâret eo renadenn - graer ("A") - verb.
- Da skouer e nandeubeg (nadëb):
Renkadur hervez urzh ar gerioù | |
---|---|
Yezh VO
|
Yezh OV
|
SVO | SOV |
VSO | OSV |
VOS | OVS |
|
- samũũy yi qa-wùh
- samũũyRENADENN yiRENER qa-wùhVERB
- "marzmouz tud debr"
- "An dud a zebr marmouzed"
N'eo ket houmañ un urzh kavet stank e-touez yezhoù ar bed. Implijet e vez gant ar chavanteg (xavante) hag ur re yezhoù all komzet e Brazil, da skouer ar jamamadieg (jamamadi), an apourinaneg (apurinã), ar c'hayabieg (kayabí) hag an nandeubeg (nadëb). Implijet e vez ivez a-wezhoù gant ar sardeg hag ar yidicheg hag unan eus div urzh pennañ ar malayalameg an hini eo, a-gevret gant an urzh SOV.
Eilpennadur
kemmañImplijet e vez an urzh-mañ ivez gant yezhoù nann-OSV evit merkañ elfennoù pouezus ar frazenn, da skouer e saozneg:
- Urzh boas (SVO):
- I love children
- IRENER loveVERB childrenRENADENN
- "Plijout a ra ar vugale din"
- Eilpennet (OSV):
- Children I love
- childrenRENADENN IRENADENN loveVERB
- "Plijout a ra kalz din ar vugale "