Er yezhoniezh e vez implijet an termen yezh SOV evit komz eus yezh ganti da frammadur kevreadurezhel diazez an urzh rener ("S") - renadenn ("O") - verb ("V"). Anvet e vez ivez yezh AOV, da lâret eo graer ("A") - renadenn - verb.

Renkadur hervez urzh ar gerioù
Yezh VO
Yezh OV
SVO SOV
VSO OSV
VOS OVS

Yezh V2

Yezhoù SOV dre ar bed

kemmañ

Homañ eo an urzh kavet an aliesañ e-touez yezhoù ar bed hag a-gevret gant an urzh SVO e vez implijet gant 75% eus holl yezhoù ar bed.[1]

Implijet e vez an urzh SVO gant yezhoù eus meur a familh-yezh, en o zouez an ainoueg, an amhareg, an asameg, an armenieg, an aymareg, an euskareg, ar banglaeg, ar burmeg, ar bourouchaskeg, an hindeg an hopieg, an hungareg, ar japaneg, ar c'hannadeg, ar c'horeaneg, ar c'hurdeg, al latin, ar manchoueg, ar mongoleg, an navac'hoeg, an nepaleg, an nivc'heg, an nobineg, ar pachtoueg, ar perseg, ar pandjabeg, ar c'hetchwaeg, ar sañskriteg ar serieg, ar sinhaleg, ar somalieg hag an darn vrasañ eus ar yezhoù kouchitek all, an tamileg, an tibeteg, an telougoueg, ar yezhoù turkek, ar youkagireg hag an darn vrasañ eus ar yezhoù kaokazek.

Perzhioù yezhadurel

kemmañ

Techet eo ar yezhoù SOV d'ober gant lerc'hennoù kentoc'h evit gant araogennoù.

Peurliesañ e vez lec'hiet ar verboù skoazell da heul ar verb pennañ.

Alies ivez e vez lec'hiet ar raganvioù diskouezañ dirak an anvioù-kadarn a glota gante.

Doareoù

kemmañ

Daoust ha ma n'eo ket gwall splann an diforc'h atav, oc'h implijout meur a yezh SOV ar merkadur doubl, e c'heller o isrannañ e daou doare pennañ:

  • Yezhoù implijet gante ar spisaermerkadur: implijet gante kentoc'h troadoù stag ouzh an anvioù evit lakaat an diforc'h etre arguzenn ar rener ha hini ar renadenn. Peurliesañ e vez lec'hiet an anvioù-gwan hag an niveroù dirak an anvioù-kadarn a glota gante hag implijet e vez gante dreist-holl, hag a-wezhoù nemetken, lostgerioù e lec'h rakgerioù. Da skouer: ar japaneg hag an tamileg;
  • Yezhoù implijet gante ar pennmerkadur: implijet gante kentoc'h kengerioù stag ouzh ar verboù evit lakaat an diforc'h etre arguzenn ar rener ha hini ar renadenn. Implijet e vez ante koulz rakgerioù ha lostgerioù. Verb-heñvel e peurliesañ an anvioù-gwan er yezhoù evel-hen, ha neuze e vezont lec'hiet war-lerc'h an anv dre vras. Peurliesañ e teu an niveroù hag ar spisaerion all da heul an anv a glota gante. Da skouer: an navac'hoeg hag ar serieg.

Skouerioù

kemmañ

Ur yezh daspegel eo ar japaneg.

Frazenn 私は箱を開けます。
Ger-ha-ger 開けます。
Romaji watashi wa hako o akemasu.
Dielfennadur me (tema) boest (renadenn) digeriñ
Arc'hwelioù Rener Renadenn Verb
E Brezhoneg Digeriñ a ran ar voest/ar boestoù.
は (wa): Merk an tema
を (o): Merk ar renadenn
Frazenn 나는 상자를 엽니다.
Ger-ha-ger 상자 엽니다.
Romaja na neun sangja reul yeomnida.
Dielfennadur me (tema) boest (renadenn) digeriñ
Arc'hwelioù Rener Renadenn Verb
Troidigezh Digeriñ a ran ar voest.
는 (neun)/은 (eun): Merk an tema
를 (reul)/을 (eul): Merk ar renadenn

Ur yezh dezrannel eo ar burmeg.

Frazenn ငါကစက္ကူဘူးကိုဖွင့်တယ်။
Ger-ha-ger ငါ က စက္ကူဘူး ကို ဖွင့် တယ်
Treuzskrivadur ŋà
nga
ga̰
ga.
seʔkù bú
se'ku bu:

gou
pʰwì̃
hpwin.

de
Dielfennadur me (rannig)1 boest (rannig)2 digor (rannig)3
Arc'hwelioù Rener Renadenn Verb
E brezhoneg Digeriñ a ran ar voest.

1 Merk lerc'hiennel troad ar rener.
2 Merk lerc'hiennel troad ar renadenn.
3Rannig, merk an amzer-vremañ.

Ur yezh ergativel-absolutivel eo an euskareg.

Frazenn Martinek egunkariak erosten dizkit.
Ger-ha-ger Martinek engukariak erosten dizkit
Dielfennadur Martin (ergativel) kelaouennoù (absolutivel) pren anezhe.evidon
Arc'hwelioù Rener Renadenn Verb + verb-skoazell
E brezhoneg Martin a bren kelaouennoù evidon.


Ur yezh enteuzel eo al latin, implijet gantañ meur urzh disheñvel. SOV eo an urzh diazez avat.

Frazenn Servus puellam amat
Ger-ha-ger Servus puellam amat
Dielfennadur Sklav (nom.) plac'h (akuz.) kar
Arc'hwelioù Rener Renadenn Verb
E brezhoneg Karout a ra ar/ur sklav ar/ur plac'h.
Frazenn .زه کار کوم
Ger-ha-ger زه کار کوم
Dielfennadur زه (raganv rener: "me") کار (anv: "labour") کوم (verb: "gran")
Arc'hwelioù Rener Renadenn Verb
E brezhoneg Ober a ran al labour.


Daveoù

kemmañ
  1. Crystal, David (1997). The Cambridge Encyclopedia of Language, 2nd edition, Cambridge : Cambridge University Press. ISBN 0-521-55967-7. 


Gwelit ivez:

kemmañ