Ynys Bŷr (Caldey Island e saozneg) zo un enezenn vihan eus Kembre, e Bae Caerfyrddin, nepell diouzh Dinbych-y-Pysgod.

Kartenn eus an enezenn (1952), gant ar skrivad « Caldy »
Manati Ynys Bŷr

Dont a ra an anv kembraek eus anv sant Pŷr, ur manac’h a reer anv anezhañ er Vita Sancti Samsonis, buhez ar sant brezhon Samzun, hag en deus lezet e anv ivez en anv-lec’h Maenorbŷr, ur geriadenn war douar-bras Sir Benfro, a-dal d’an enezenn. Dont a ra an anv saoznek eus an anv norsek Keld Eye ('enez yen').

Annezet eo bet Ynys Bŷr a-gozh. Kavet ez eus war an enezenn roudoù eus Henoadvezh ar Maen. Ur peniti kristen a voe savet warni gant sant Dyfrig er VIvet kantved. Diwezhatoc’h, da vare aloubadeg an Normaned e voe savet ur manati a weler roudoù anezhañ c’hoazh. Menec’h eus Urzh Sant Benead a voe eno adalek 1136, ha betek ma voe divodet an urzhioù menec’h gant ar roue saoz Herri VIII e 1536. E 1906 e teuas menec’h en-dro war an enez hag eno emaint bepred.

En ur chapel eno, e weler ur maen gant ur skrid Ogham e koun Moel Dolbrochion mab ..., hag un nebeud gerioù latin.

Un tour-tan a voe savet war an enez e 1828.


Liammoù diavaez

kemmañ