Yvon
Yvon zo un anv-badez gallek, stankik e Breizh, ha deuet da vout anv-tiegezh.
Orin
kemmañSavet diwar Ivon, furm gallekaet al latin Ivo/Ivonis, bet istimet "brezhonekoc'h" eget Yves a-hed an XXvet kantved.
Brud
kemmañRoet e veze an anv en XIXvet hag en XXvet kantved; war zisteraat ez a e vrud abaoe 1948, pa oa bet ouzhpenn 1300 bugel anvet Yvon[1].
Adstummoù
kemmañ- Alain-Yvon, Jean-Yvon, Paul-Yvon, Pierre-Yvon, anvioù kevrennek
- Yvonnet, Yvonnick
- Yvonne, evit ar merc'hed.
Yezhoù all
kemmañTud
kemmañAnv-badez
kemmañ- Ivonet Omnes, kloareg eus ar XIVvet kantved.
- Yvon Abiven, politikour
- Yvon Bertin, marc'hhouarner breizhat
- Yvon Bourges, politikour gall, prezidant Rannvro Breizh
- Yvon Crocq, anv gallek Ivon Krog, skrivagner brezhonek
- "Le Père Yvon", tad kabusin anavezet e-giz aluzener hardizh pesketaerien an Douar-Nevez (bet savet gantañ levrioù ha filmoù diwar-benn ar vuhez eno).
- Yvon Madiot, marc'hhouarner gall
Anv-tiegezh
kemmañ- Claude Yvon (1714-1791), doueoniour hag enkiklopedour gall.
- Adolphe Yvon (1817 - 1893), livour gall
Lennegezh
kemmañ- Yvon, unan eus an tri mab er gontadenn Priñsez ar Velandinenn, dastumet gant Fañch an Uhel e Keraodi e 1870.
- Mari hag Yvon hag ar Sirenn, kontadenn gant Barba Tassel, dastumet gant Fañch an Uhel e Plouared e 1870.