Ángel Melogno
Miguel Ángel Melogno, bet ganet d'an 22 a viz Meurzh 1905 e Salto (Uruguay) hag aet da Anaon d'ar 27 a viz Meurzh 1945 e Montevideo (Uruguay), a oa ur melldroader etrebroadel uruguayat (kreizer e bost dezhañ war an dachenn).
Chomet e oa da c'hoari, a-hed e vicher, en Uruguay :
Teir gwech en devoa douget krez La Celeste[1] e 1925, hep merkañ pal ebet.
Krogadoù a vignoniezh
kemmañ- 16 a viz Eost 1925 en Asunción (Paraguay) : Paraguay 1-0 Uruguay,
- 19 a viz Eost 1925 en Asuncion : Paraguay 0-1 Uruguay,
- 22 a viz Eost 1925 en Asuncion : Paraguay 0-0 Uruguay.
C'hoarioù Olimpek hañv
kemmañEzel e oa eus ar skipailh a yeas ar vedalenn aour gantañ da-geñver C'hoarioù Olimpek hañv 1928 (en Amsterdam, Izelvroioù). N'en devoa c'hoariet krogad ebet.
Kemeret en devoa perzh en un dalc'h hepken :
- Kib vell-droad ar bed 1930 bet aozet en Uruguay ma oa aet ar maout gant skipailh broadel Uruguay. Ne c'hoarias krogad ebet.
Liamm diavaez
kemmañNotennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ Unan eus al lesanvioù a zo bet roet da skipailh mell-droad Uruguay.