Ötzi [ˈœtsi] eo anv un den balzamet en un doare naturel (skornet ha disec'het) dizoloet dre zegouezh gant ur c'houblad baleerien, Helmut hag Erika Simon, d'an 19 a viz Gwengolo 1991 da 3 200 metr uhelder, war an harzoù etre Italia hag Aostria e skorneg Hauslabjoch (anvet eo ivez Den Hauslabjoch), e-kichen aradennad Similaun (anvet eo ivez Den Similaun) en Alpoù an Ötztal (alese e lesanv : Ötzi), nepell diouzh an Dolomitoù italian. Goloet e oa gant ur gwiskad skorn ha kavet e oa abalamour ma oa teuzet kalz skorn ar skorneg en hañvezh-se. Bevet en deus da vare ar C'halkoliteg (4546 ± 15 vloaz zo). Er c'hazetennoù gall e voe graet Hibernatus anezhañ a-wezhioù, diwar ar film en anv-mañ[1].

Un eil eus balzamegenn Ötzi e mirdi ar ragistor e Quinson

Dizoloadenn kemmañ

 
Diskouez a ra ar pik ruz e-men e oa kavet, e-kichen goudorenn Hauslabjoch.

Ar c'horf a oa kuzhet dindan ur skorneg en Alpoù Ötztal, ha dizoloet e oa gant ur barrad avel traezh goañv heñvel ouzh ar foehn a lakas ar skorneg da deuziñ kalz. Kavet e oa dre zegouezh gant ur c'houblad baleerien deuet eus Nürnberg, Helmut hag Erika Simon a roas da c'hoût da archerien Aostria, pa soñjent e oa un alpaer marvet gant ar riv n'eus ket keit-se[2], d'an 19 a viz Gwengolo 1991. Ar valzamegenn hag an traezoù a oa ganti a oa labezet en devezhioù da-heul gant saverien o fri a-raok ma errufe ar skiantourien : roget e oa he dilhad, torret e oa an endalc'her a oa en he c'herz, sanket e oa he « bazh » (gwareg Ötzi e gwirionez) er skorn hag hi torret, ha kement zo. E-keit-se o doa klasket daou alpaer, Reinhold Messner hag un all, dieubiñ ar c'horf gant o bizhier bale ha reiñ da c'hoût d'ar c'hazetennoù, o lakaat ar valzamegenn da dremen evit un tiroliad a 500 vloaz. Dieubet e oa ar c'horf diouzh ar skorn d'an 22 a viz Gwengolo, dirak kameraioù ar skinwel, a-drugarez d'ur morzhol pigeller (koll a reas neuze un tamm peñsoù hag ur vorzhed, a oa torret e oa e baler). Goude se e oa kaset dre viñsaskell gant servij sikourioù ar menezioù Innsbruck. Ar prokulor a savas klemm a-enep X, pa soñje e oa dilerc'hioù ur muntr. Roudoù arc'hlas a oa war ar c'horf hag ur gloaz a weled c'hoazh war e glopenn[3].

Dizoloet e oa ar c'helan en e c'hourvez war e c'henoù. Soñjal a raed da gentañ e oa kouezhet war-raok met tu kleiz distummet e glopenn a laka da soñjal e oa gourvezet war e gostez kleiz hag e oa troet gant fiñvoù ar skorneg ur wezh goloet gant an erc'h[4].

Abalamour ma oa un dizoloadenn a-bouez e oa goulennet ar c'horf gant ar Stad italian pa oa bet dizoloet war he ziriad met ur skipailh etrebroadel renet gant penn ar bodad skiantel aostriat, Rainer Henn, a gasas ur studiadenn da benn, embannet e 1996, a-raok reiñ ar valzamegenn d'an Italianed[5].

Disoc'h an enklaskoù skiantel kemmañ

Studiet eo bet ar c'horf pizh gant ar skiantourien, muzuliet, tremenet dindan skinoù X, ha bloaziet. Ar gwiadoù, endalc'had e vouzelloù, hag an traezoù kavet gant ar c'horf a oa bet studiet ivez. E miz Eost 2004 e oa dizoloet ar c'horfoù skornet eus tri soudard eus Aostria-Hungaria lazhet e-pad Emgann San Matteo e 1918, war ar menez San Matteo en Trentino. Kaset e oa unan eus ar c'helanoù d'ur mirdi gant ar soñj e c'hallfe bezañ diskuliet emdroadur balzamegenn Ötzi en amzer dremenet hag en amzer da zont gant enklaskoù diwar-benn an doare ma emdroe ar c'horfoù en endro-se[6].

Ar valzamegenn kemmañ

Ur bloaziadenn gentañ dre garbon 14 a ziskouezas en doa bevet an den e-doug ur prantad etre 3 350 ha 3 100 kent J.-K.. Ur bloaziadur resisoc'h dre spektrometriezh tolzennad dre vuanaer a roas an tu da istimañ e oad da 4546 ± 15 vloaz BP, ar pezh a glot gant prantad ar C'halkoliteg[7]. Ar valzamegenn naturel goshañ e voe ötzi betek 1995, pa oa dizoloet ar valzamegenn Rosalia, e La Cueva de las Momias ha pa oa bloaziet eus 5340 ± 70 BP[8].

Ar valzamegenn skornet zo hini un den dezhañ war-dro 1,65 m[9], 50 kg[10] ha 45 vloaz.[9]. Pa oa dizoloet ar valzamegenn e oa 13, 750 kg pouez enni hepken[11]. Abalamour ma oa bet goloet buan gant skorn goude ar marv, ne oa ket labezet kalz. Krennbennek e oa, ha blouc'h war-bouez e varv. Hervez dielfennadur ar pollen, ar greunennoù poultrenn ha perzhioù izotopek amailh e zent a ziskouez en doa tremenet e vugaleaj e-kichen al lec'h m'emañ kêriadenn Feldthurns hiziv, e norzh Bolzano, hag ez eas diwezhatoc'h da vevañ e traoñiennoù war-dro 50 kilometr pelloc'h en norzh[12]. Duet e oa e skevent, abalamour m'en doa analet moged an tanioù kampoù(Daveoù a vank). Dielfennadurioù kaset da benn gant strollad Franco Rollo e Skol-veur Camerino o deus diskouezet en doa Ötzi TDN mitokondrioù eus isstrollad K1 an haplostrollad K, met ne c'halle ket bezañ renket e hini eus tri skourr modern an isstrollad mañ[13]. Embannet e oa sekañs klok TDN mitokondriek Ötzi gant strollad Rollo e 2008[14].

Dielfennadur endalc'had bouzelloù Ötzi en deus diskouezet en doa kemeret daou bred (an hini diwezhañ a oa debret war-dro 8 eurvezh a-raok e varv), unan gant kig chamoez, egile gant kig karv ruz ha bara geot. Debret e voe an daou gant edaj (75 % eus an dilerc'hioù plant), gwrizioù ha frouezh. E-kichen ar c'helan, hag o tont eus pourvezioù an den marteze, e oa dizoloet plouz ha greun yell ha heiz, ha kellidoù lin ha roz-moc'h, hag ivez mein irin ha hadoù hugennoù gouez[15]. Dielfennet e oa e vlev da c'hoût peseurt boued en devoa bet e-pad meur a viz a-raok e varv.


Notennoù kemmañ

  1. Libération, 13 a viz Even 1995 : Jean-Paul Demoule : pourquoi Hibernatus nous fait-il fantasmer ?.
  2. Patrom:Article
  3. Les mésaventures - Ötzi
  4. Elisabeth Rastbichler Zissernig, Der Mann im Eis, The Innsbruck University Press, 2006, p. 14
  5. Patrom:Article
  6. WWI bodies are found on glacier, BBC News, 23 August 2004, <http://news.bbc.co.uk/1/hi/world/europe/3592268.stm> 
  7. Précision sur la datation de Ötzi
  8. Des momies andines vieilles de 6000 ans
  9. 9,0 ha9,1 Rory Carroll (26 September 2000), "Iceman is defrosted for gene tests: New techniques may link Copper Age shepherd to present-day relatives", The Guardian, <http://www.guardian.co.uk/international/story/0,,373487,00.html> 
  10. James M. Deem (3 January 2008), Ötzi: Iceman of the Alps: His health, Mummy Tombs, <http://www.mummytombs.com/otzi/health.htm>. Retrieved on Patrom:Date 
  11. Egarter-Vigl, Eduard (2006), "The Preservation of the Iceman Mummy" (in English), in Marco Samadelli, The Chalcolithic Mummy, Volume 3, In Search of Immortality, Folio Verlag, p. 54, ISBN 9783852563374 
  12. Wolfgang Müller []; Fricke, H; Halliday, AN; McCulloch, MT & Wartho, JA (31 October 2003), "Origin and Migration of the Alpine Iceman", Science (AAAS) 302(5646): 862–866, doi:10.1126/science.1089837, PMID 14593178, <http://www.sciencemag.org/cgi/content/short/302/5646/862>. Retrieved on Patrom:Date, Lay summary (16 December 2007) 
  13. Franco Rollo []; Ermini, Luca; Luciani, Stefania; Marota, Isolina; Olivieri, Cristina & Luiselli, Donata (19 January 2006), "Fine Characterization of the Iceman's mtDNA Haplogroup", American Journal of Physical Anthropology 130(4): 557–64, doi:10.1002/ajpa.20384, PMID 16425231 
  14. Ermini; Luca []; Rizzi, Ermanno; Corti, Giorgio; Bonnal, Raoul; Soares, Pedro; Luciani, Stefania; Marota, Isolina; et al. (2008), "Complete Mitochondrial Genome Sequence of the Tyrolean Iceman", Current Biology 18(21): 1687–1693, doi:10.1016/j.cub.2008.09.028, PMID 18976917 
  15. A.G. Heiss & K. Oeggl (19 February 2008), "The plant macro-remains from the Iceman site (Tisenjoch, Italian-Austrian border, eastern Alps): new results on the glacier mummy's environment", Veget Hist Archaeobot 18: 23, doi:10.1007/s00334-007-0140-8 

Levrlennadur kemmañ

  • J. Dickson, K. Oeggl, L. Handley, « Qui était Ötzi, l'homme des glaces ? », in Les maux de nos ancêtres, Dossier "Pour la science", janvier-mars 2006, p. 64-69.

Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.