Đỗ Hữu Vị (Chợ Lớn, 17 C'hwevrer 1883Dompierre, 9 Gouhere 1916) a oa un ofiser gall bet ganet e Trevadenn Kochinsina (e Viêt Nam hiziv).

Đỗ Hữu Vị

War-dro 1915, en un nijerez Caudron G.3
Ganedigezh 17 C'hwevrer 1883
Chợ Lớn[n 1]
Trevadenn Kochinsina
Marv 9 Gouhere 1916
Dompierre, Somme
Bro-C'hall Bro-C'hall

Broadelezh C'hall
Lu Troadegiezh
Renkoù  Isletanant (1906)
 Letanant (1911)
 Kabiten (1916)
Remzad 1904 1916
Emgannoù Brezel-bed kentañ

  1. Ur c'harter eus Kêr Ho-Chi-Minh hiziv.

Brudet eo abalamour ma voe an nijer annamat kentañ ha ma tiskouezas ez eo an nijerezioù un doare dispar da anavezadenniñ un dachenn.

Buhez kemmañ

Pempvet mab ur mandarin pinvidik, eilmaer Chợ Lớn (e kêr Ho-Chi-Minh hiziv) e oa Đỗ Hữu Vị. Goude bezañ bet skoliataet e doare Bro-C'hall evel e vreudeur e voe kaset da Bariz da genderc'hel gant e studioù el lise Janson-de-Sailly kent prientiñ ar skol-veur el lise Louis-le-Grand.
Goude-se ez eas Đỗ Hữu Vị da Skol vilourel Saint-Cyr-l'École d'ar 1añ a viz Here 1904.

Isletanant e oa e renk pa'z eas e 1 Rejimant al Legion estren, a voe kaset da vrezeliñ en Afrika an Norzh. Er prantad 1907-1908 e voe anvet e Maroko (Oujda, Casablanca) kent stourm war an harzoù etre Maroko hag Aljeria.
Pa voe anvet da letanant hag e penn e unvez e klevas a-zivout kurioù Louis Blériot hag e teskas leviañ un nijerez. E 1911 e tapas e vreved, an niverenn 649, digant an Aéro-club de France.

E deroù 1912 e tistroas da Varoko, ma voe levier milourel e-pad bloaz. Eno e prouas talvoudegezh an nijerezioù evit dastum ditouroù hag o skignañ buan ; Đỗ Hữu Vị a voe an den kentañ o leviañ a Gasablanca da Varrakech.
E penn-kentañ 1914 e tistroas da Gochinsina, ma reas arnodennoù gant un dournijerez war ar Mekong evit diazezañ u nijerezh milourel en trevadennoù gall.

D'an 28 a viz Gouhere 1914 e tarzhas ar Brezel-bed kentañ, ha d'an 3 a viz Here e c'houlennas Đỗ Hữu Vị an aotre da vont da Vro-C'hall evit stourm. Kalz nijadennoù anavezadiñ a reas eno.
E miz Ebrel 1915, p'edo o tistreiñ d'e von, e voe freuzet e nijerez gant ur fourrad avel. Kaset e voe da ospital an armeoù e Pariz, ma chomas er c'homa e-pad nav devezh. Dre ma oa torret e vrec'h, e javed hag e glopenn e voe berzet outañ leviañ a-nevez, met aotreet e voe da nijal e bombezerioù evel arseller.

Dizale e c'houlennas an ez-levier distreiñ d'an droadegiezh, ma voe anvet da gabiten 7vet kompagnunezh al Legion estren.

D'an 9 a viz Gouhere 1916, p'edo o ren e unvez en Emgann ar Somme, e voe lazhet gant an enebour.

Beziet e voe ar c'habiten Đỗ Hữu Vị nepell diouzh Dompierre. E 1921, e vreur ar c'horonal Đỗ Hữu Chấn a zegasas e gorf da Chợ Lớn evit ma tiskuizhje e-kichen e hendadoù.

Enorioù kemmañ

Mammennoù kemmañ

Notennoù kemmañ

  1. Google Maps. Kavet : 09/04/2021.