6,5 × 54 mm Mannlicher-Schönauer

Ar 6,5 × 54 mm Mannlicher-Schönauer zo ur gartouchenn armoù-skoaz ijinet e 1899 gant Ferdinand Mannlicher, a laboure en embregerezh aostrian Steyr[1]. Choazet e voe gant Gres e 1903 evit hec'h arme, asambles gant ar fuzuilh Mannlicher-Schönauer M1903. Un nebeud armoù all e servij en arme gresian a oa kambret er c'halibr-mañ, evel ar fuzuilh-vindrailher Hotchkiss M1926 pe ar vindrailherez Schwarzlose[2]. Implijet e voe ar munision-mañ enne betek dibenn ar bloavezhioù 1940 ha fin ar brezel diabarzh er vro.

6,5 × 54 mm Mannlicher-Schönauer
Skeudenn ar pennad 6,5 × 54 mm Mannlicher-Schönauer

Ur gartouchenn 6,5 × 54 mm Mannlicher-Schönauer
Doare
Doare douilhez Kreuzenn
Doare skeiñ e-kreiz
Bro orin Banniel Aostria-Hungaria Aostria-Hungaria
Muzulioù
Ø bannadell 6,70 mm
Ø trogleuziñ 6,50 mm
Ø kolier 7,56 mm
Ø skoaz 10,87 mm
Ø korf an douilhez 11,47 mm
Ø strad 11,52 mm
Hirder an douilhez 57,20 mm
Hirder ar gartouchenn 77,80 mm
Perzhioù all
Pouez ar vannadell 9-10 g
Tizh o vont e-maez V0 730 - 850 m/s
Energiezh ar vannadell 2.640 - 3.183 J
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall C

Berzh a reas ivez ar gartouchenn er bed sivil e hanterenn gentañ an XXvet kantved, abalamour e voe ar fuzuilhoù Mannlicher-Schönauer priziet gant ar chaseourien d'ar mare-se. An ergerzhourien Roy Chapman Andrews ha Vilhjalmur Stefansson, pe an naturour Charles Sheldon a rae ganti[3]. Hiziv-an-deiz e vez graet munisionoù 6,5 × 54 mm gant adkargerien pe gant un dornad embregerezhioù evel Prvi Partizan.

Daveennoù

kemmañ
  1. (es) 6,5 x 54 Mannlicher-Schönauer, Municion.org (lennet d'ar 25/12/2024)
  2. (fr) 6,5 mm Mannlicher-Schönauer, Arme et Passion (lennet d'ar 25/12/2024)
  3. (en) BARSNESS John, Handloads: 6.5x54 mm Mannlicher-Schoenauer, American Rifleman, 22/05/2020 (lennet d'ar 25/12/2024)
   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan