Mannlicher-Schönauer
Ar Mannlicher-Schönauer, skrivet a-wechoù Mannlicher-Schoenauer, a zo ur rummad fuzuilhoù tennata dre zorn ijinet gant Ferdinand Mannlicher hag Otto Schönauer e 1900. Implijet int bet dreist-holl gant arme Gres e hanterenn gentañ an XXvet kantved, ha poblek eo bet e metoù ar chase ivez. Produet int bet betek 1973 gant an embregerezh aostrian Steyr[1].
Mannlicher-Schönauer | |
---|---|
Ur fuzuilh Mannlicher-Shönauer stumm 1903/14 | |
Kinnig | |
Bro | Aostria-Hungaria |
Doare | Fuzuilh |
Mont en-dro | Tennata dre zorn, dre vorailh |
Munisionoù | 6,5 × 54 mm Mannlicher-Schönauer (stummoù orin 1903 ha milourel) 8 × 56 mm Mannlicher-Schönauer (Modell 1908) 9 × 56 mm Mannlicher-Schönauer (Modell 1905) 9,5 × 57 mm Mannlicher-Schönauer (Modell 1910) .30-06 Springfield, .243 Winchester, .270 Winchester (Modell 72) |
Bloavezh krouidigezh | 1900 |
Ijinerien | Ferdinand Mannlicher hag Otto Schönauer |
Produerien | Steyr-Mannlicher (1903-1973) Societa Italiano Ernesto Breda (1927-1930) |
Mare produiñ | 1903-1973 |
Skouerennoù produet | War-dro 350.000 |
Mare implij | 1904–bloavezhioù 1940 (Gres) |
Pouez ha muzulioù Stumm 1903/14 | |
Mas (hep kartouchenn) | 3,77 kg |
Hirder | 1.226 mm |
Hirder ar c'hanol | 725 mm |
Perzhioù all | |
Tizh mont e-maez ar boledoù | 678 m/s |
Endalc'h | Karger-tro diabarzh 5 kartouchenn |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | C |
Deskrivadur
kemmañIjinet e voe an arm e 1900 en embregerezh Steyr, diwar sistem kulasenn-dro Ferdinand Mannlicher ha karger-tro diabarzh Otto Schönauer. Ne reas ket diouzhtu, met choazet e voe gant gouarnamant Gres e miz Here 1904 evel arm standart nevez evit e arme. Kambret e oa e 6,5 × 54 mm, ha kemer a rae plas ar fuzuilhoù un-tenn Gras ha Martini implijet betek-neuze. Anvet eo e bed an armoù dindan an anv Modell 1903. Adalek 1914 e voe produet un adstumm anvet 1903/14, dezhi cheñchamantoù bihan war ar c'houch, ar fust ha stumm an dornell[2]. Ur stumm karabinenn berroc'h a oa d'ar 1903/14 ivez.
E 1905 e krogas Steyr da werzhañ stummoù evit ar chase. Berzh a rejont, ha poblek-tre eo c'hoazh evit se e broioù kreiz Europa. Loc'henn ar gulasenn zo plat war ar stummoù evit ar marc'had sivil, na n'eo ket ront evel war ar stummoù milourel. Kinniget e voe ar fuzuilh e meur a galibr betek 1973, .30-06 Springfield ha .243 Winchester en o zouez[3].
Kenderc'hel a reas produiñ an arm evit arme Gres goude 1920. Lod eus ar skouerennoù a voe produet gant Breda en Italia e-pad 3 bloaz (1927-1930). Servijout a reas an arm en Eil Brezel-bed a-enep d'an aloubadegoù italian hag alaman, hag etre daouarn ar rezistañs gresian. Implijet e voe ivez da vare ar brezel diabarzh e dibenn ar bloavezhioù 1940[4].
Daveennoù
kemmañ- ↑ (en) Deskrivadur an arm war lec'hienn Steyr Arms (lennet d'an 23/12/2024)
- ↑ (fr) Mannlicher Schönauer 1903 et 1903/14, Arme et Passion (lennet d'an 23/12/2024)
- ↑ (en) POPENKER Maxim, Mannlicher-Schoenauer M1903, M1903/14 rifle (Austria, Greece), Modern Firearms (lennet d'an 23/12/2024)
- ↑ (en) Greek Mannlicher-Schoenauer Rifles sequestered by Austro-Hungary, Hungariae (lennet d'an 23/12/2024)