Troad ablativel
Er yezhoniezh e vez implijet an termen troad ablativel, ablativ pe tro-bellaat (saoz.: ablative case, diwar al latin ablatus, an anv-gwan-verb auferre "tennañ kuit/lemel") evit komz eus un droad o klotaat mui-pe-vui gant an araogennoù diwar, diouzh pe eus e brezhoneg.
Implijoù
kemmañMeur a implij resis e c'hell kaout an droad ablativel, da skouer
E latin
- Ablativ lec'hiañ: arc'hwel pennañ, implijet alies a-gevret gant un araogenn (ab/ā/abs, ex/ē ha dē), d.s.
- ex agrīs "diwar ar maez"
- Ablativ adverbel, d.s.:
- magnā (cum) celeritāte "a dizh bras", d.l.e. "buan-tre" (kv. "troad adverbel")
- Ablativ disrannañ, d.s.:
- Eōs timōre līberāvit "O dieubiñ a reas diouzh an aon"
- Ablativ binviaouel, d.s.:
- oculīs vidēre "gwelet gant an daoulagad" (kv. "troad instrumentel")
- Ablativ doareañ, implijet alies gant an araogenn cum, d.s.:
- cum cūrā "gant aked"
- Ablativ amzeriañ, d.s.:
- aestāte "en hañv"
- Ablativ absolutivel, d.s.:
- Urbe captā, Aenēas fugit, "ur wezh tapet ar gêr e tec'has Aeneas"
- Ablativ degouezhel, d.s.:
- magno cum clamore ciuium ad urbem perueniunt "kanañ a reas meuleudi dezhe ar pobl e-kerzh ma oant o tegouezhout er gêr"
- Ablativ ambroug, implijet atav gant an araogenn cum, d.s.:
- Cum amīcīs vēnērunt "Dont a rejont gant keneiled"
- Ablativ partitivel, d.s.
- centum ex virīs "kant diwar ar wazed" (kv. "troad partitivel")
- Ablativ ar graer, evit merkañ graer yezhadurel ur verb en tu-gouzañv, implijet atav gant an araogennoù ab/ā/abs d.s.:
- Caesar ā dīs admonētur "Lakaet emañ Caesar war evezh gant an Doueed"
- Ablativ araogennek, implijet gant araogennoù resis, d.s.:
- pro nibis "evidomp-ni"
Keñveriit ivez[1]:
- Akuzativ: in casā "e diabarzh an ti"
- Ablativ: in casam "(o vont) en ti (eus er-maez eus an ti)"
Yezhoù skouer
kemmañImplijet e vez an droad ablativel e meur a yezh indezeuropek, en o zouez an armenieg, an albaneg hag ar sañskriteg, da skouer:
- En armenieg, merket gant al lostgerioù "-e" (amstrizh) hag "-en" en armenieg ar C'hornôg ha gant al lostger "-its" en daou degzouezh en armenieg ar Reter, da skouer:
- Armenieg ar C'hornôg
- (Nominativ): mart "gour/gwaz"
- Ablativ (strizh): marten "eus ar gour"
- Ablativ (amstrizh): marte "eus ur gour"
- Armenieg ar Reter
- (Nominativ): mard "gour/gwaz"
- Ablativ (strizh): mardits "eus ar/ur gour"
Meur a implij he deus an droad-mañ en armenieg (skouerioù en armenieg ar C'hornôg):
- Arc'hwel lec'hiañ pennañ ("diwar"/"eus"...), d.s.:
- kaghaken katsi "dont a ran eus ar gêr"
- asteghen heroo g'abrei "gwezhall e oan o chom pell ac'halan", d.l.e. "pell diouzh amañ"
- Talvezout a ra ivez da verkañ graer an ober p'emañ ar verb en tu-gouzañv, d.s.:
- ine misht g' sirveis. "Karet e oas bet atav ganin"
- Talvezout a ra ivez da geñveriañ traoù an eil re gant ar re all er yezh komzet dreist-holl (kv. "troad komparativel"), d.s.: The
- Mariam ekhperen b'zdig eh "mari a zo bihanoc'h (=yaouankoc'h) evit he breur"
- Implijet e vez ivez gant lerc'hennoù resis, d.s.:
- ine var "a-is din"
- anontsne verch "war o lerc'h"
Implijet e vez an droad ablativel gant ar yezhoù ouralek, en o zouez ar yezhoù finnek-ougrek, d.s. ar finneg hag an hungareg.
- Nominativ pöytä "taol" → ablativ pöydältä "diwar an daol"
Meur a implij resis he deus an droad-mañ e finneg, da skouer:
- eus/diwar ul lec'h
- katolta "eus/diwar an doenn"
- rannalta "eus an aod"
- chom a-sav d'ober un dra bennak (implijet a-gevret gant ar verb lähteä "paouez/chom a-sav"), d.s.:
- lähteä tupakalta "paouez da vutuniñ"
- gant ar pemp skiant, d.s.:
- haisee pahalta ("c'hwezh flaer a zo gantañ/i")
- kuulostaa mukavalta ("plijus eo da selaou outañ/i")
Implijet e vez an droad ablativel gant ar yezhoù altaek, en o zouez ar yezhoù mongolek (en o zouez ar mongoleg), hag ar yezhoù turkek (en o zouez an turkeg hag an azerieg), da skouer:
- ev ("ti") → evden ("eus an ti")
- at ("marc'h") → attan ("diwar varc'h"/"diwar ar marc'h")
Liammoù diavaez:
kemmañMammennoù:
kemmañ- ↑ Wheelock, Frederic M. Wheelock's Latin, HarperCollins, 2005. ISBN 0-06-078371-0