Agnes Poatev
Agnes Poatev (Agnès de Poitiers e galleg), pe Agnes Akitania, pe Inés Akitania (Inés de Aquitania e spagnoleg), zo anvioù hag a vez graet eus meur a vaouez.
An anv
kemmañAgnès eo an anv e galleg, un anv roet fonnus e tiegezh ar Ramnulfided, evel ma veze roet an anv Gwilherm d'ar baotred. Meur a briñsez eus an tiegezh a gavas da zimeziñ en tu all d'ar Pireneoù ha dont a rejont da vezañ Inés eno.
Santez
kemmañ- Agnes Poatev (santez), kentañ abadez abati Sainte-Croix de Poitiers, santez katolik.
Priñsezed
kemmañMeur a vaouez eus kerentiezh ar Ramnulfided :
- Agnes Bourgogn, dugez Akitania, (war-dro 995–1068), pried da Gwilherm V Poatev, dug Akitania,
- Agnes Poatev, pe Agnes Akitania (war-dro 1025 – 14 a viz Kerzu 1077), merc'h da Gwilherm V Poatev, dug Akitania, a zimezas da Herri III, impalaer santel roman, a intañvezas, hag a renas war an Impalaeriezh santel roman.
- Agnes Poatev (1052-1089), marteze merc'h da Gwilherm VII Poatev, Dug Akitania; div wech e timezas :
- da gentañ da Ramiro Iañ Aragon (1000-1063), kentañ roue Aragon,
- ha goude en 1064 da Pêr Iañ Savoia (1048-1078), 4re kont Savoia ha Maurienne.
- div hanterc'hoar:
- Agnes Poatev, pe Inés Akitania (1059-1078), merc'h da Gwilherm VIII Poatev, ha pried kentañ Alfonso VI León ha Kastilha, rouanez León ha Kastilha entre 1073-74 ha 1077.
- Agnes Poatev, pe Inés Akitania (pried Pedro Iañ) (1072? - 6 a viz Mezheven 1095), merc'h da Gwilherm VIII Poatev, pried da Pedro Iañ Aragon entre 1086 ha 1095.
- Agnes Poatev (rouanez Aragon), pe Inés Akitania (1110-1157), merc'h da Gwilherm IX Poatev,
- a zimezas da Aimery V de Thouars da gentañ,
- ha goude da Ramiro II Aragon el Monje, d'an 13 a viz Du 1135; mamm da Petronila Aragon.