Alabama (kanaouenn, Neil Young)

Alabama a zo ur ganaouenn saoznek savet, ton ha son, gant ar c'haner-sonaozer kanadian Neil Young (1945-).

Enrollañ

kemmañ

E dibenn 1970 en devoa prenet Young ur ranch[1] nepell diouzh Redwood City (Kalifornia, Stadoù-Unanet Amerika), lonket holl vrientalioù e ganaouenn Ohio en e di-annez nevez diouzh an dro. E-barzh ur c'hrañj anezhañ, lakaet da studio enrollañ, e voe enrollet Alabama e-kerzh miz Gwengolo 1971, pezh a zispleg son divoas ar gitarioù tredan chomet hep bezañ adkempennet er bladenn. Ouzhpennet e voe mouezhioù David Crosby ha Stephen Stills (1945-) diwezhatoc'h e New York.
Pevar arzour stadunanat a gemeras perzh en enrolladenn Alabama :

Mont a raent d'ober ar strollad The Stray Gators ha bez' e voent sonerien Young adalek 1971 betek 1973, o kemer perzh en e albomoù Harvest ha Time Fades Away.

Embann

kemmañ

Embannet e voe Alabama e ti Reprise Records, d'ar 25 a viz C'hwevrer 1972[3], e-touez dek kanaouenn Harvest, pevarvet albom Neil Young, hag eñ produour anezhañ a-gevret gant Elliot Mazer (1941-).
Padout a ra 4:02 ha renket eo da drede en eil tu eus an albom, war-lerc'h There's a World hag a-raok The Needle and the Damage Done.

Danvez ha dael

kemmañ

Renkañ a c'haller Alabama e-mesk ar protest songs a oa bet savet sof-kont e SUA er bloavezhioù 1960-70 gant un toullad mat a arzourien : Joan Baez, Bob Dylan, Woody Guthrie, Pete Seeger ha kement zo... Ne oa ket Young war e daol kentañ dre m'en devoa krouet hag embannet Southern Man en e albom After the Gold Rush e miz Gwengolo 1970, da lakaat anat e veze bev-kenañ bepred ar ouennelouriezh ouzh a re Zu e stadoù 'zo e kreisteiz SUA, Alabama en o zouez. Ne oa ket ret bezañ desket-mat evit kompren e rae ar gerioù "Now your crosses are burning fast" un damveneg eus ar c'hroazioù a veze devet ingal gant izili ar c'hKu Klux Klan da-geñver o bodadegoù-noz.
Pa zeuas Alabama e-maez, ne voe ket ar strollad Southern rock Lynyrd Skynyrd evit chom hep respont : e miz Ebrel 1974 e voe embannet Sweet Home Alabama gantañ. E-touez ar pozioù e c'halled klevout :
"Well, I heard Mister Young sing about her"
"Well, I heard ole Neil put her down"
"Well, I hope Neil Young will remember"
"A Southern man don't need him around anyhow."
Ne badas ket gwall bell an dael avat ha, diwezhatoc'h, e skrivas Young en e emvuhezskrid Waging Heavy Peace: A Hippie Dream e keuzie pozioù Alabama ha bevez e oa evitañ respont Lynyrd Skynyrd.

Selaou Alabama ha lenn ar gerioù

kemmañ

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. Broken Arrow Ranch an anv roet dezhañ gant Neil Young.
  2. Mervel a reas e ranch Young.
  3. Christophe Delbrouck, Crosby, Stills, Nash & Young, Le Castor Astral, 2009, pajenn 299.