The Needle and the Damage Done

kanaouenn gant Neil Young
The Needle and

the Damage Done

Kanaouenn gant Neil Young
tennet eus an albom Harvest
Bro Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet
Embannadur 1 a viz C'hwevrer 1972[1].
Pad 2:03
Rumm(où) Folk rock
Saver pozioù Neil Young
Produer Henry Lewy ha Neil Young.
Roudennoù Harvest
Alabama
Words (Between the Lines of Age)

The Needle and the Damage Done (An Nadoz hag an Droug war he lerc'h e brezhoneg) zo ur ganaouenn saoznek savet an ton hag ar gerioù anezhi gant ar c'haner-sonaozer kanadian Neil Young.

Dodenn ar ganaouenn

kemmañ

E dibenn ar bloavezhioù 1960 hag e penn-kentañ ar bloavezhioù 1970 e oa aet da Anaon un nebeud arzourien, brudet e-metoù ar sonerezh rock, daoust dezhe bezañ e barr o brud : dramm ha/pe alkool a oa ar pennkaozioù anezhe.

Sex & Drugs & Rock & Roll evel ma oa bet kanet gant ar Saoz Ian Dury e 1977 diwar-benn boazioù ar mare-se...

Ouzhpenn mantret gant marvioù tud hag a anaveze mat-tre e savas Neil Young The Needle and the Damage Done evit ma tiwallje e vignoned rak dañjer an dramm. Enrollet e voe war al leurenn e penn-kentañ 1971 p'he c'hanas Young en un doare fromus, eiltoniet ma oa-eñ gant e c'hitar klev hepken.

Ar gerioù "I sing this song because I love the man I know that some of you don't understand" o devoa dassonet evel ur raganaoudegezh eus an darvoudoù kriz a oa da c'hoarvezout en-dro dezhañ.
D'an 18 a viz Du 1972 e oa marvet Danny Whitten, gitarour Crazy Horse (ur strollad sonerezh rock ma sone Young ennañ, a-gevret gant Ralph Molina ha Billy Talbot), diwar re a Valium hag alkool[3] : edo o paouez bezañ kaset kuit gant Young[4] eus ar bleustradeg en devoa aozet en e di e San Francisco.
Un nebeud mizvezhioù war-lerc'h ez eas Bruce Berry da Anaon d'ar 4 a viz Mezheven 1973, hag eñ ivez diskaret goude bezañ kemeret re a zramm. Teknikour e oa er skipailh a rae war-dro sonadegoù Crosby, Stills & Nash ha graet en devoa anaoudegezh gant ar poezon abalamour da... Whitten. Evitañ eo e savas Neil Young ar ganaouenn Tonight's the Night diwezhatoc'hik.

Ar sonerien

kemmañ
  • Neil Young e-unan-penn : gitar.

Ar gerioù

kemmañ

Kanerien all

kemmañ

Kanet eo bet The Needle and the Damage Done gant arzourien all : Tori Amos, Jake Bugg, Pete Doherty, Jewel, Laura Marling, Mike Massé, Dave Matthews, Nirvana, Our Lady Peace, Pearl Jam, Red Hot Chili Peppers, Seether, Simple Minds, The Allman Brothers Band, The Bronx, The Pretenders, Eddie Vedder en o zouez.

Liamm diavaez

kemmañ

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. Ur bladennig daou titl — The Needle and the Damage Done hag Old Man — a zeuas er-maez d'ar 17 a viz Ebrel 1972 ivez.
  2. Dre ma oant tremenet en o seizh vloaz warn-ugent e tiwanas meizad Kleub ar 27 tamm-ha-tamm, dreist-holl goude emlazh Kurt Cobain (1967-1994).
  3. En em roet e oa Whitten da evañ kuit da gendelc'her gant an dramm...
  4. Ne oa ket Whitten e-tailh da seniñ gant e genseurted. Ma roas Neil Young arc'hant hag ur bilhed karr-nij dezhañ da zistreiñ da Los Angeles.