Kanada
Kanada (Canada e saozneg ha galleg) a zo ur vro eus Amerika an Norzh, en hanternoz d'ar Stadoù-Unanet (hag ivez a-reter dezho gant stad Alaska). Bevennet eo gant ar Meurvor Habask er c'hôrnog, Meurvor Arktika er gwalarn-sterenn hag er biz hag ar Meurvor Atlantel er biz-reter. Ottawa, e proviñs Ontario, eo ar gêr-benn, hogen Toronto eo ar gêr vrasañ. An eil bro vrasañ eus ar bed eo, goude Rusia. Saozneg ha galleg eo ar yezhoù ofisiel.
Canada Kanada | |||||
| |||||
Ger-stur : "A Mari Usque Ad Mare" (Latin) | |||||
Kan broadel: O Canada | |||||
Kêr-benn | Ottawa | ||||
---|---|---|---|---|---|
Kêr vrasañ | Toronto | ||||
Yezh(où) ofisiel | Saozneg, Galleg | ||||
Gouarnamant | rouantelezh vonreizhel ha demokratelezh parlamantel | ||||
- Kentañ ministr | Justin Trudeau | ||||
Gorread | |||||
- Hollad | 9.984.670 km² (2vet) | ||||
- Dour (%) | 8,92 | ||||
Poblañs | |||||
- istimadur 2019 | 37 589 262 () | ||||
- Stankter | 4/km² (228añ) | ||||
FDD (2010) | 0,888 (uhel) (8vet) | ||||
Moneiz | Dollar Kanada (CAD )
| ||||
Gwerzhid-eur | (UTC-3.5 da -7) | ||||
Kod kenrouedad | .ca | ||||
Kod pellgomz | +1 |
Ur monarkiezh vonreizhel ha kevreadel eo hag un demokratelezh parlamantel. Dollar Kanada eo he moneiz. Ezel eo eus Emglev frankeskemm Norzh Amerika (EFENA), an Aozadur Feur-emglev Norzh-Atlantel, an Aozadur evit ar C'henober hag an Diorren Ekonomikel, eus Aozadur ar Broadoù Unanet (ABU) hag eus Kenglad ar Broadoù.
Poblañsː
kemmañDaoust d'ar vro bezañ bras-tre n'eo ket ken poblet se. 37 589 262 a dud zo o chom eno e 2019. E 1867 ne oa ket nemet 3,4 milion.
Er c'hêrioù bras e vev an darn vrasañ eus an dud evel e Montréal, Vancouver, Toronto ha Calgary.
An istorː
kemmañMeuriadoù Indianed a zo bet o chom eno abaoe pell. Kavet eo bet roudoù ragistorel kozh a 26500 bloaz e norzh Yukon ha kozh a 9500 bloaz e su Ontario. Er XVIvet kantved e oa kaset Jakez Karter, ur breizhad e servij Roue Frañs da zizoleiñ douaroù ur bed dianav. E 1534 e erruas e Gaspezia. Goude distreiñ da Vreizh e teuas en-dro ar bloaz war-lec'h da zizoleiñ muioc'h c'hoazh ar vro.
Tamm-ha-tamm e teuas ur bern tud eus Bro-C'hall da chom ha da ober kenwerzh.
Diwezhatoc'h e teuas ar Saozon ivez ha brezel oa etreze. Tapout a rejont muioc'h-muiañ a c'halloud. Setu perak e vez komzet saozneg ha galleg du-hont.
Geografiezh ha hinː
kemmañUr bern koadeier zo ha dreist-holl lennoù. Ar vro he deus ar muiañ a lennoù er bed eo ha reoù bras zo evel al Lenn Uhelañ, Lenn Ontario, Lenn Huron ha Lenn Meur an Arzh. Lammoù-dour an Niagara zo un arvest a sach kantadoù a viliadoù a dud bep bloaz. Menezioù zo ivez anvet ar Roc'helloù. Hanternoz ar vro n'emañ ket pell diouzh ar Pol Norzh. Setu perak e c'hell ar goañvoù bezañ kriz-tre (betek -45°) ha kouezhañ stank a ra an erc'h (ur geidenn a 3 m 37sm e Kebek). E-pad an hañv eo ar c'hontrol, gellout a ra an gwrezverk pignat betek 35° pe c'hoazh 40°.
Sportoùː
kemmañAn hoke war ar skorn ha war ar geot eo sportoù broadel ar C'hanada. Basket-ball, baseball, curling, soccer a vez graet kalz ivez. Ar VTT a zo diwanet eno.
Loened ar C'hanadaː
kemmañUr bern arzhed a vez kavet eno : an arzh Kermode, ar grizzli, an arzh gwenn hag an arzh du. Bleizi, koyoted, orignaled, kariboued, kougared, avanked ha gedon a gaver kalz ivez.
Proviñsoù ha tiriadoù Kanada
kemmañ- Gwelet Proviñsoù ha tiriadoù Kanada
Dek proviñs ha tri ziriad a zo :
Ar stadoù kevreet-mañ a ya d'ober stad kevreadel Kanada.
Tud vrudet
kemmañSkrivagnerien : Timothy Findley, Louis Hémon
Kanerien : Céline Dion, Bryan Adams, Alanis Morissette, Leonard Cohen
Aktourien : Keanu Reeves, Christopher Plummer, Donald Sutherland, Evangeline Lilly
Politikourien : Justin Trudeau, Stephen Harper
Antigua ha Barbuda • Bahamas • Barbados • Belize • Costa Rica • Dominica • Republik Dominikan • Grenada • Guatemala • Haiti • Honduras • Jamaika • Kanada • Kuba • Mec'hiko • Nicaragua • Panamá • Saint Kitts ha Nevis • Santez Lusia • Sant-Visant hag ar Grenadinez • El Salvador • Stadoù-Unanet Amerika • Trinidad ha Tobago
Tiriadoù dalc'het
Danmark : Greunland
Frañs : Clipperton • Gwadeloup • Martinik • Saint-Barthélemy • Saint-Martin • Sant-Pêr-ha-Mikelon
Izelvroioù : Aruba • Bonaire • Curaçao • Saba • Sint Eustatius • Sint Maarten
Rouantelezh-Unanet : Anguilla • Bermuda • Inizi Gwerc'h Breizh-Veur • Inizi Cayman • Montserrat • Turks ha Caicos
Azia: Arabia Saoudat° • Bahrein* • Bhoutan° • Brunei° • Emirelezhioù Arab Unanet^ • Japan • Jordania* • Kambodja^ • Koweit* • Malaysia^ • Nepal • Oman° • Qatar° • Thailand
Kenglad ar Broadoù (Commonwealth): Antigua ha Barbuda • Aostralia • Bahamas • Barbados • Belize • Grenada • Jamaika • Kanada • Papoua Ginea-Nevez • Rouantelezh Unanet • Saint Kitts ha Nevis • Santez-Lusia • Sant Visant hag ar Grenadinez • Inizi Salomon • Tonga • Tuvalu • Zeland-Nevez
Monarkiezhoù european all: Belgia • Danmark • an Izelvroioù • Liechtenstein* • Luksembourg • Monako* • Norge • Spagn • Sveden • Vatikan (Sez Santel)°^
° monarkiezh absolut, * monarkiezh damvonreizhel, ^ monarkiezh dre zilennadegoù