Aleksandr Soljenitsyn

Aleksandr Isayevitch Soljenitsyn[1] (e rusianeg Алекса́ндр Иса́евич Солжени́цын, distagadur IPA: ɐlʲɪˈksandr ɪˈsaɪvʲɪtɕ səlʐɨˈnʲitsɨn) a oa ganet d'an 11 a viz Kerzu 1918, ha marvet d'an 3 a viz Eost 2008, a oa ur skrivagner rusian, skrivet gantañ danevelloù, dramaoù ha danvez diwar-benn an Istor. Priz Nobel al lennegezh zo bet roet dezhañ e 1974 hag harluet e voe eus an Unaniezh Soviedel e 1974. Distroet e oa d'e vro e 1994.

Aleksandr Isayevitch Soljenitsyn (1994)

Anavezet eo dreist-holl abalamour m'en deus roet da c'houzout d'ar bed-holl e oa eus ar Goulag, ar c'hampoù-bac'h labour lakaet war-sav gant ar renad soviedel. Sevel a reas a-du gant ar Jeneral Vlasov(Daveoù a vank), ag al Lu Ruz, troet kein d'e chupenn evit stourm a-gevret gant an nazied.

Oberennoù

kemmañ

E-touez e oberennoù brudetañ e c'haller mennegiñ :

  • Un devezh eus Ivan Denisovitch (romant, 1962)
  • Ti ar gankreien (romant, 1968)
  • Enezeg ar Goulag (skridarnod, teir levrenn, 1974 ha 1976)

Soljenitsyn e brezhoneg

kemmañ

E brezhoneg eo bet embannet e romant Ti Vatriona (1962) gant embannadurioù Al Liamm e 1976. Gant Ernest ar Barzhig eo bet graet an droidigezh, diwar ar galleg.

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. Gwelet an droidigezh vrezhoneg gant Ernest ar Barzhig, Ti Vatriona, Emb. Al Liamm, 1976