An Hini Gozh
An Hini Gozh zo ur ganaouenn vrezhonek hag a oa brudet adalek kreiz an XIXvet kantved. Roudoù anezhi avat a gaver adalek ar XVIIvet kantved e Kerne.
Istor
kemmañ- Hervez Alfred Bourgeois eo meneget an ton hag ar son gant ar beleg Juluan Maner en un dornskrid, er XVIIvet kantved eta, ma kinnig ar beleg ur c'hantik da ganañ war don « An any gôz », ur ganaouenn hag a oa « Great gant an drouc-speret ha commun é mesk an dud ».
- Brudet e oa ar son e galleg zoken en hanterenn gentañ an XIXvet kantved abalamour d’un droidigezh a vefe bet graet gant Aogust Brizeug (1803-1858), barzh al lanneier hag an derv.
- Embannet e voe ar ganaouenn vrezhonek gant ar mouler brestat Lefournier, entre 1850 et 1860, en un doare ennañ 28 koublad eizhsilabennek hag un diskan div werzenn, ma lenner Recueilli par G. Milin. Hervez Ollivier e vefe bet savet ar son gant Milin.
- E 1866 e voe embannet div wech «Ann hini goz hag ann hini iaouank», istitlet «Pe Breiz ha Bro-C’hall», unan gant un droidigezh c'hallek, e ti Clairet e Kemperle vers 1866. Gant ar skrid gallek «La Vieille et la Jeune ou la Bretagne et la Gaule» e lenner : Cette célèbre chanson allégorique, qu’on imprime ici pour la première fois en entier, respire des sentiments de rivalité nationale qui, grâce à Dieu, n’existent plus.
- Meneget eo adarre gant Prosper Proux en e zastumad Bombard Kerne e 1866, pa skriv eo savet kanaouenn gentañ e levr (EUNN TAMMIK KOZEADEN E TRE-Z-OMP ) war don "an hini goz"[1].
- Dastumet e vije bet ar c’homzoù en 1876 gant Marianna Abgrall, eus Lambaol-Gwimilio, ha kavet e paperioù Y.V. Abgrall, chaloni e Kemper, marvet en 1926. Embannet eo bet e-barzh Soniou Feiz ha Breiz, er bloavezhioù 1930.
- E 1908 e lenner e Dihunamb : Più nen des chet klewet konz a sonnen en Hani Goh ? Dibaud a dra sur. Ha kinnig un doare gwenedek a c'hallfe dont eus an hini a oa bet moulet e Kemperle.
- Diwar ar ganaouenn-se e veze graet nigouss eus Bretoned an amzer-se, evel er ganaouenn c'hallek La route de Pennzac gant ar ganerien Les Charlots, e 1968, unan eus pennoberennoù ar mousfent gall.
Ar ganaouenn
kemmañ
|
|
Kozh ha yaouank
kemmañUr ganaouenn skañv ha fentus eo. Daou zoare zo bet da gompren ar ganaouenn:
- ur son diwar-benn div vaouez, unan gozh hag unan yaouank, ha fent diwar an div,
- Breizh e vefe an hini gozh (Bro gozh ma zadoù?), kozh ha paour, ha Pariz pe Bro-C'hall e vefe an hini yaouank, pinvidik. Met n'hall ar Breizhad fur dibab nemet an hini gozh, anat a-walc'h. Meneget eo ar vartezeadenn-se gant ar c'horonal Alfred Bourgeois er Bulletin de la société académique de Brest e C'hwevrer 1896 : hervezañ e oa bet kinniget gant Olivier Pradère[3], un ezel all eus ar gevredigezh[4]. Un tamm brud a voe roet goude d'ar vojenn-se en emsav.
Kanerien
kemmañKanet hag enrollet e voe gant Les Cadettes e 1961 :[5].
Hiriv ne seblant ket plijout pa ne vez ket kanet ken.
Liammoù
kemmañ- Pennad gant Ch. Souchon : http://chrsouchon.free.fr/chants/anhinigo.htm, a veneg, gant un tamm faltazi, pennad ar wikipedia brezhonek.
- jlbs : http://jlbs.pagesperso-orange.fr/jlbs/an_higo.html
- https://to.kan.bzh/chant-00847.html
- ton ha son, e brezhoneg hag e galleg : http://gallica.bnf.fr/ark:/12148/bpt6k8715339/f2.image (bloavezh ebet war an dihell);
- Un ton anvet an hini gozh ha n'eo ket an hini gozh : https://www.youtube.com/watch?v=bwweJKSeDT4
Notennoù
kemmañ- ↑ https://br.wikisource.org/wiki/Eunn_Tammik_Kozeaden
- ↑ Tud zo a blij dezho kanañ Gast kozh! e-lec'h eo sur!.
- ↑ Olivier Pradère, La Bretagne poétique, Paris, Librairie Générale, 1872, 466 p.
- ↑ https://to.kan.bzh/docs/Malrieu-Catalogue/Malrieu-00801-00900/Malrieu-00847/M-00847+I-10197.pdf
- ↑ Da selaou en eil hanterenn an enrolladenn: https://www.youtube.com/watch?v=DN5bbO9nUaU