Ac'hiroe
(Adkaset eus Anc'hinoe)
Ac'hiroe (Αχιρόη e gregach), pe Anc'hinoe hervez ar Bibliotheke, oberenn ar pseudo-Apollodoros[1], a zo marteze ur fazi e-lec'h Anc'hiroe, a oa un naiadenn, e mojennoù Hellaz kozh.
Merc'h e oa da Neilos, doue-stêr an Nil. Dimeziñ a eure d'ar roue Belos ha mamm e voe d'e vibien Aigyptos ha Danaos, hag ivez, hervez skridoù zo, da g-Kefeüs, roue Aithiopia, ha Fineüs[2].
Hervez ar skoliast Lykofron[3], he doe ur mab digant Ares, Sithon, ha hervez Hegesippus[4], div verc'h Pallenaia ha Roiteia, a voe savet div gêr en o anvioù.
Notennoù
kemmañ- ↑ (en) Apollodorus, Library ii. 1. § 4
- ↑ (en) THE NAIAD ANCHINOE.
- ↑ Schol. Lycophr. 583 ha 1161
- ↑ Hegesippus, apud Stephanus of Byzantium s.v. Παλλήνη