Aigyptos
Aigyptos (Αἴγυπτος /Aíguptos e gregach), a oa roue Arabia e mojennoù Hellaz.
Mab e oa da Belos hag Anc'hinoe, breur gevell da Danaos. Pa varvas e dad ec'h aloubas Egipt, a viras e anv.
Hanter-kant mab en doa, hanter-kant merc'h en doa e vreur gevell Danaos, bet digant e wreg Pieria. Setu Aigyptos ha kinnig o dimeziñ. Met tec'hel a reas Danaos gant aon rak e nized.
Gant Paosanias ez eus kaoz a gement-se[1].
Daveoù ha notennoù
kemmañ- ↑ (Deskrivadur Hellaz, II, 19)