Andrev (abostol)

(Adkaset eus Andrev (sant))
Ur pennad Andrev zo ivez.

Hervez an avieloù kenwel (an tri aviel kentañ, Aviel Mazhev, Aviel Mark hag Aviel Lukaz) e oa Andrev breur d'an abostol Pêr, unan eus ar pevar fesketaer (Pêr, Andrev ha Yann ha Jakez, mibien Zebedea, galvet gant Jezuz da vont d'e heul. Yann ha Jakez, mibien da Zebedea, a voe an daou vreur all.

Sant Andrev, gwerenn-livet, iliz S.Neot e Kernev-Veur
Delwenn Andrev en iliz Sant'Andrea della Zirada, Venezia

A-raok heuliañ Jezuz e vefe bet diskibl da Yann Vadezour. Hervez un hengoun e voe karget da avielañ Rusia. Merzheriet e vefe bet e Patras e Bro C'hres, staget ouzh ur groaz e stumm un "x" a voe anvet goude "kroaz Sant Andrev"[1]

Lidet e vez e c'houel d'an 30 a viz Du gant an iliz katolik.

An hengoun

kemmañ
 
Crucifixion de saint André, Merzheridigezh Andrev, tennet eusLes Très Riches Heures du duc de Berry, Jean Colombe, war-dro 1485-1486

Goude ar Pantekost ez eas da brezeg e-kerzh un hir a veaj en-dro d'ar Mor-Du. Mont a reas da Vezopotamia, Bitinia, Efesos, da Drakia, da Dobroudja, da Grimea, da Vizantion hag evit echuiñ da Akaia ma voe staget ouzh ur groaz didan ren Nero, e Patras e 60 GJK.

Kontañ a ra al Legenda aurea e voe roet an urzh d'e lazhañ gant prokoñsul ar vro peogwir en doa lakaet e wreg da dreiñ ouzh ar C'hrist. Roet e voe dezhañ da zibab etre azeuliñ an idolennoù pe mervel ouzh ar groaz. Dibab a reas bezañ merzheriet. Chom a reas bev e-pad daou zevezh ma prezegas ar feiz d'an engroez. Imoret e voe an dud hag e c'hourdrouzjont lazhañ ar prokoñsul. Klak a reas hemañ distagañ anezhañ diouzh ar groaz met n'hellas ket. Mervel a reas Andrev gronnet gant a sklerijenn vras[2].

Peogwir en doa graet Andrev tro ar Mor-Du ez eo gwelet evel sant-paeron an iliz ortodoks Roumania hag hini merdeadurezh vrezel impalaeriezh Rusia.

Er pevare kantved e voe kaset e relegoù da Gontantinopolis. En Italia, en Amalfi emaint bremañ. E-kerzh ar bloavezhioù 1960-1970 e voe roet un darn vras eus relegoù ar sant da iliz ortodoks Bro-C'hres. Un iliz vras (penniliz Sant Andrev an Abostol) a voe savet e kêr Patras evit degemer anezho.

Ur groaz gant brec'hioù kevatal (en "x") eo arouez Sant Andrev. Ar groaz a soñjer e voe staget outi a zo e penniliz Patras.

Hervez ar Bibl e oa Pêr hag Andrev breudeur. Memes micher (pesketaer) o doa. Eus Kafarnaoum a C'halilea e teuent. Merzheriet int bet o daou o vezañ staget ouzh ur groaz evel Jezuz. Ma vez graet eus Pêr an hini kentañ ("princeps") eus an ebestel e vez graet eus Andrev ar c'hentañ galvet ("protocletos"). Pêr avez gwelet evel diazezer iliz Roma, iliz ar c'hornôg hag Andrev evel diazezer iliz Konstantinopolis, iliz ar Reter.

Pa gejas ar Pab Paol VI gant ar Patriark Atenagoras Iañ e Jeruzalem deiz Gouel ar Rouaned 1964 e roas Atenagoras d'ar Pab un ikonenn o tiskouez Pêr hag Andrev o pokat an eil d'egile, un arouez eus an ilizoù war hent an unaniezh

 
Penn Sant Andrev gant Ivanov

Dindan paeroniezh Sant Andrev

kemmañ
 
Panell "Degemer mat e Bro-Skos" e saozneg hag e gouezeleg Skos.

Ur bern ensavadurioù ha lec'hioù a zo bet lakaet dindan paeroniezh Andrev.

Kavet e vez kroaz Sant Andrev war an ikurina, banniel Bro Euskadi; hini Breizh-Veur hag hini Bro-Skos, war vanniel Sant Andrev evel-just ha war hini Sant-Padrig ivez[3]

Gwelet e vez en Ukraina evel kentañ avieler Kiev. Da vare impalaeriezh Rusia e oa Urzh Impalaerel Sant Andrev ar brudetañ urzh a enor. Adlakaet eo bet kroaz sant Andrev war listri merdeadurezh vrezel Rusia a-vremañ evel ma oa abaoe 1690 war listri merdeadurezh vrezel an Tsar. Kavet e vez ivez war vanniel ar verdeadurezh roueel a Velgia peogwir e oa paeroniet gwech-all Dugelezh Bourgogne gant sant-Andrev.

Gwelet e vez Sant Andrev evel kentañ avieler an tiriad a zo bremañ hini Roumania ha lidet e vez evel unan eus brasañ sent iliz ortodoks Roumania. Hervez George Alexandrou[4], e vije bet sant Andrev o vevañ evel ermit en Dobroudja en ur c'hev e-kichen ar gêriadenn anvet bremañ Ion Corvin e-pad ugent vloaz.

Sant-paeron Bro-Skos eo. Meur a log vasonek, e-leizh a beuboù hag ilizoù hag ur gêr a zoug e anv. E kêr Saint-Andrews ez eus unan eus ar c'hoshañ tachennoù golf er bed hag ur skol-veur vrudet o tougen e anv evit e enoriñ.

Sant-paeron kêr San Andrés en Tenerife eo ivez.

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. Dictionnaire culturel de la Bible, Cerf/Nathan, 1990, p 27
  2. (fr) Jacques de Voragine, La Légende dorée, Bibliothèque de la Pléiade, Gallimard, 2004, publication sous la direction d’Alain Boureau, chapitre 2, pp.17-28.
  3. (fr) Guide des drapeuax bretons et celtes, Divi Kervella ha Mikael Bodlore-Penlaez, Yoran embanner, 2008, p 157 ha p 163
  4. (en) George Alexandrou, The Astonishing Missionary Journeys of the Apostle Andrew, Road to Emmaus, Vol. V, No. 4, pp.43-45