Gres (bro)
- Evit "Gres" da vare an Henamzer, gwelet Henc'hres.
- Evit sterioù all "Gres", gwelet Gres (disheñvelout).
Gres, pe c'hoazh Hellaz (gregach: 'Ελλάς, Hellás [he̞ˈllas] Ελλάδα; gresianeg a-vremañ: Elládha [e̞ˈlaða]) a zo ur riez e Gevred Europa hag hec'h anv ofisiel eo Republik Hellenek (e gresianeg: Ελληνική Δημοκρατία Ellīnikī́ Dīmokratía, [eliniˈci ðimokraˈtia]). E penn ledenez ar Balkanioù emañ-hi. E tu an norzh he deus harzoù douarel gant Bulgaria, Makedonia an Norzh hag Albania, ha gant Turkia e tu ar reter. En em ledañ a ra Mor Egaios a-hed aodoù ar reter hag ar Mor Kreizdouar a-hed aodoù ar gevred p'emañ Mor Ionia er mervent hag er c'hornôg. Un toullad brav a inizi bras ha bihan, e meur a enezeg, a vez kavet er c'hornôg hag er reter.
Ελληνική Δημοκρατία Ellinikí Dimokratía | |||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|
| |||||||
Kan broadel | Ύμνος εις την Ελευθερίαν Imnos is tin Eleftherían | ||||||
Ger-stur | Ελευθερία ή Θάνατος Eleftheria i thanatos "Ar Frankiz pe ar Marv" | ||||||
Yezh ofisiel | Gresianeg | ||||||
Kêr-benn | Aten | ||||||
Gorread • En holl • % dour |
131 940 km² 0.86 | ||||||
Poblañs • Hollad • Stankter |
11 018 000 (2004) 81/km² | ||||||
Prezidant | Katerina Sakellaropoulou | ||||||
Kentañ ministr | Kyriakos Mitsotakis | ||||||
Gouel broadel | 25 a viz Meurzh | ||||||
Moneiz | Euro (€) | ||||||
Kod pellgomz | 30 | ||||||
Kenrouedad | .gr |
Evel kavell Sevenadur ar C'hornôg e vez gwelet Bro-C'hres e mare kozh an Henc'hres (eus war-dro 900 vloaz kent Jezuz-Krist betek 200 vloaz goude Jezuz-Krist). Eno eo bet ganet ha lakaet e pleustr meizad an demokratelezh. Ken pinvidik eo bet istor ha sevenadur Bro-C'hres m'he deus bet ul levezon don ken e Europa, ken en Azia hag en Afrika ivez.
Anv ar vro
kemmañDont a ra an anv brezhonek "Gres" dre ar galleg eus al latin Graecia, savet, d'e dro, diwar anv Γραίκος (Graikos), mab Thessalos, roue Fthia hervez mojennoù Henc'hres.
Abaoe amzerioù Homeros d'an nebeutañ, avat, o deus ar C'hresianed o-unan graet Ἑλλάς (distaget [hellás] e henc'hresianeg hag [el(l)ˈas] e gresianeg a-vremañ) pe boutinoc'h e gresianeg a-vremañ Ελλάδα ([eˈlaða]) eus o bro, brezhonekaet dindan ar stumm "Hellaz" a-wezhioù. Savet e oa an anv-se diàr div wrizienn henc'hresianek: rakger έλ- (el- "heol, skedus", k.v. ήλιος, elios, "heol") + λάς (las "roc'h, maen"), da lâret eo "Hellaz: bro heol ha roc'h".