Avank-menez

(Adkaset eus Aplodontia)
Avank-menez


Kudenn ebet (LC)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Rodentia
Kerentiad : Aplodontiidae
Genad : Aplodontia
Anv skiantel
Aplodontia rufa
Rafinesque, 1817
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.


An avank-menez (Aplodontia rufa) zo ur c'hrigner a vev e kornôg Kanada ha Stadoù-Unanet Amerika. Ar spesad nemetañ eo er genad Aplodontia hag er c'herentiad Aplodontiidae. Bevañ a ra nepell diouzh an dour, dreist-holl e koadeier deliaouek er menezioù, met ivez e koadeier avalpineged.

Gell-teñval eo, gant un tarch gwenn e traoñ pep skouarn. Plat ha ledan eo e benn, kreñv e rakdent ha berr e izili. Goloet eo e gorf gant ur vlevenn dilufr ha garv. Etre 30 ha 50 cm eo e hirder. N'eo ket gwall danav e gleved nag e weled er c'hontrol diouzh e stekiñ hag e c'hwesha.

Gouennañ

kemmañ

E miz Du pe miz Kerzu e krog divgell, raksavenn ha gwagrennoù Cowper ar par da greskiñ. P'emañ ar barez e reuz e kresk he bronnoù hag e c'hwezh he c'hourzh. An dougen a bad etre 6 hag 8 sizhun ha ganet e vez 2 pe 3 c'holen peurliesañ. Ar re vihan zo 25 g a bouez enne. Roz ha dall int.

Ur geotdebrer eo an avank-menez.