Ar Roue Glesker
Ar Roue Glesker, pe Ar roue Glesker pe Herri houarn (Der Froschkönig oder der eiserne Heinrich en alamaneg), eo ar gontadenn gentañ a gaver e dastumad ar vreudeur Grimm.
Doareoù brezhonek
kemmañ- Embannet eo bet e brezhoneg gant an Here, e 1997, el levr Marvailhoù Grimm, troet gant Herve Seubil gKernaodour, gant an titl Ar roue-glesker pe Herri-houarn.
- Un droidigezh all a gaver el levrig Rapunzel, embannet gant Sav-Heol e 2011, troet gant Mark Kerrain.
An istor
kemmañUr briñsez re voumounet a deu da vout kamaradez d'ur glesker hag a dro e priñs yaouank koant.
E doareoù nevesañ ar gontadenn e rank ar briñsez pokat d'ar glesker evit ma troio e priñs, met e doare Grimm eo pa sko al loen gant heug ouzh ur voger eo e tro en priñs[1]. E doareoù all, ha koshoc'h, e oa trawalc'h d'ar glesker tremen an noz war blueg ar briñsez.
Doare
kemmañHervez doare-renkañ Aarne-Thompson eo ur gontadenn eus an doare 440. En doare-se ec'h anavezer ivez The Tale of the Queen Who Sought a Drink From a Certain Well eus Bro-Skos, ha The Well of the World's End eus Bro-Saoz[2].
Krizder
kemmañTaol feuls ar briñsez pa sko ar glesker ouzh ar voger zo un darvoud boutin a-walc'h da derriñ gwallblanedenn ar paourkaezh priñs. E danevelloù all e kinniger troc'hañ penn al loen[3].
Filmoù
kemmañ- Der Froschkönig, film alamanek e 1954 graet gant Otto Meyer
- The Frog Prince e 1986 gant Jackson Hunsicker
- Froschkönig, e 1988 gant Walter Beck
- Zabí král, e 1991 gant Juraj Herz.
Lennegezh
kemmañ- The Frog Princess, romant gant E.D. Baker
- Ar romantoù The Prince of the Pond, Jimmy the Pickpocket of the Palace, Gracie the Pixie of the Puddle, gant Donna Jo Napoli
Liammoù diavaez
kemmañTimbroù
kemmañTimbroù embannet gant Post Berlin e 1966
kemmañNotennoù
kemmañ- ↑ Heidi Anne Heiner, "The Annotated Frog King"
- ↑ Heidi Anne Heiner, "Tales Similar to Frog King"
- ↑ Maria Tatar, The Hard Facts of the Grimms' Fairy Tales, p174-5, ISBN 0-691-06722-8