Ar vorganez vihan (delwenn)
Ar vorganez vihan (daneg: Den lille Havfrue) a zo un delwenn arem war ziskouez war ur roc'h e porzh Kopenhagen (55°41′34.3″ N, 12°35′57.38″ E), e Langelinie, e park Churchill. Ur skeudennadur eus kontadenn Hans Christian Andersen eo. Arouez ha dedennadur touristerezh pennañ Kopenhagen eo. 1,25 m eo he ment, ha 175 kg he fouez[1], ha tost-tre ouzh ribl ar mor emañ. E 1909 e voe urzhiet gant Carl Jacobsen, hag eñ krouer Ny Carlsberg Glyptotek ha mab krouer breserezh Carlsberg.
Gant Edvard Eriksen e voe savet an delwenn. Evit a sell ouzh ar penn ec'h implijas an dañsourez Ellen Price[2] da batrom, hag e wreg Eline Eriksen evit a sell ouzh ar c'horf. D'an 23 a viz Eost 1913 e voe staliet an delwenn.
Vandalerezh
kemmañMeur a wech eo bet distrujet an delwenn, ha bewech e voe adsavet.
- D'ar 24 a viz Ebrel 1964 e voe heskennet ha laeret he fenn gant arzourien al luskad degouezhelour, Jørgen Nash en o zouez. Biken ne voe kavet ar penn en-dro, sed ma voe savet unan nevez.
- D'an 22 a viz Gouere 1984 e voe tennet he brec'h dehou diganti, hag adroet e voe daou zevezh war-lerc'h.
- E 1990 e voe klasket dibennañ anezhi ur wech ouzhpenn. Ar re a felle dezho hen ober ne zeujont ket a-benn, met un troc'h 18 cm hirder a laoskjont en he gouzoug.
- D'ar 6 a viz Genver 1998 e voe dibennet evit an eil gwech. Ne voe ket gouezet piv en doa graet an taol, met ardoet e voe he fenn memestra, hag adstaget d'ar 4 a viz C'hwevrer.
- Meur a wech e voe livet, e 1961 e voe livet he blev e ruz, ha livet ur vrennidenn dezhi ivez.
- D'an 11 a viz Gwengolo 2003 e voe klasket he zennañ diouzh he sichenn dre implijout danvez-tarzh[3].
- Gwisket e voe gant ur burqa, roet e voe un dildo[4], hag all.
- E-pad an noz etre an 20 hag an 21 a viz Mae 2007 e voe goloet he c'horf gant danvez ruz ha ruz-bourdel, ha goloet he fenn gant ur ouel[5].
Touristerezh
kemmañ- Etre ar 1añ a viz Mae hag an 31 a viz Here 2010 e voe war ziskouez e Harbour Pool e-kreiz Ti Danmark da geñver Expo 2010 e Shanghai. Gant 70 milion a dud e voe gwelet[6], tra ma c'helle an douristed a oa e Kopenhagen gwelout skeudennoù anezho, skignet war-eeun eus Shangai.
Liammoù diavaez
kemmañNotennoù
kemmañ- ↑ http://copenhague.org/la-petite-sirene-de-copenhague/,copenhague.org
- ↑ http://www.ballerinagallery.com/price.htm, Ellen Price, ballerinagallery.com
- ↑ The Copenhaghen Post, Little Mermaid takes a tumble
- ↑ The Copenhaghen Post, Little Mermaid vandalised - again
- ↑ Libération, La Petite Sirène de Copenhague en burqa
- ↑ [1]