Telefassa
(Adkaset eus Argiope)
Telefassa (henc'hresianeg : Τηλέφασσα), anavezet ivez evel Argiope (Αργιόπη), a oa merc'h d'an doue-stêr Nil e mojennoù 'zo. Pried e oa da Agenor, roue Tyr.
Telefassa
Reizh pe jener | plac'h ![]() |
---|---|
Pried | Agenor ![]() |
Karg | king in Greek mythology ![]() |
![](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/e/ed/Moreau%2C_Europa_and_the_Bull.jpg/150px-Moreau%2C_Europa_and_the_Bull.jpg)
Meur a vugel he devoa bet gantañ:
- Kadmos, ar c'hentañ eus o femp mab
- Foiniks
- Kiliks
- Thasos
- Fineüs
- Ur verc'h, Europa, a voe skrapet gant an doue Zeus ha kaset gantañ da Greta ma voe rouanez.
Kas a reas ar roue o mibien d'he c'hlask, gant urzh da chom hep distreiñ ma n'he c'havent ket. Ne deuas hini anezho en-dro. An holl a ziazezas en Hellaz.