Arzoù Emgannañ Istorel European
An Arzoù Emgannañ Istorel Europat (AEIE ; saozneg : HEMA evit Historical European Martial Arts) zo arzoù emgannañ eus Europa hag a implij teknikoù eus an amzer-dremenet hag a zo bet ankoueet bremañ.
Ne chom ket kalz roudoù skrivet eus arzoù emgannañ an henamzer klasel, evel gouren Henc'hres pe an emgannoù klezeourion, hogen meur a zornlevr zo evit an arzoù emgannañ eus ar grennamzer, pe an amzerioù modern. Setu perak e vez lakaet ar pouez war ar bloavezhioù 1300 betek 1800 kentoc'h, gant skolioù alaman hag italian o devoa en em ziorroet d'ar c'houlz-se, heuliet gant ar Spagnoled, ar C'hallaoued, ar Saozon hag ar Skosiz o devoa savet skolioù d'o heul er XVIIvet hag en XVIIIvet kantved. Arzoù emgannañ an XIXvet kantved evel ar c'hlezeiataerezh klasel a c'hall bezañ lakaet er rummad AEIE, ha stiloù hengounel ivez evel ar gouren-pobl pe doareoù bazhata.
Liammoù diavaez
kemmañ- (en) Acta Periodica Duellatorum, ur gazetenn diwar-benn HEMA
- (en) Meyer Freifechter Guild
- (en) A Chronological History of the Martial arts and Combative Sports 1350–1699 gant Joseph R. Svinth]
- (en) (ru) Historical European Martial Arts: Studies & Sources
- (en) HROARR, dielloù pennadoù
- (en) Wiktenauer, levraoueg dornlevrioù AEIE
- (en) AEMMA - Academy of European Medieval Martial Arts
- (it) HEMA Italia
- (ru) HEMA Rusia