Atalante

(Adkaset eus Atalant)

Atalante (Άταλάντη / Atalántê e gregach) zo un harozez a gaver e div vojenn gozh eus Hellaz, disheñvel o orin. Brudet e oa da vezañ ur chaseourez dreist ar re all, ha gwerc'hez e oa evel an doueez Artemis.

Atalante hag Hippomenes, gant Guido Reni
Atalante, gant Pasiteles, I kantved kt JK, Mirdioù ar Vatikan

Mojenn Arkadia

kemmañ

E mojenn Arkadia e oa merc'h da Iasos, roue Peloponnez, mab da Lykourgos, ha da g-Klymene (merc'h da v-Minyas). Iasos ne felle ket dezhañ kaout merc'h ebet, setu pa voe ganet e voe dilezet er c'hoadoù. Kavet e voe gant un arzhez ha maget gant he laezh er Menez Pelion. Kavet e voe gant chaseourien, ha savet ganto. Ganto e teskas chaseal, ken ne oa ket barrekoc'h egeti.

Hoc'h-gouez Kalydon

kemmañ
 
Chaseadenn Meleagros hag Atalante, hervez Rubens.

Un toullad bloavezhioù war-lerc'h e oa ul loen anvet hoc'h-gouez Kalydon oc'h ober freuz ha reuz er vro. Hag ar roue Oineüs da gas e vab Meleagros da duta a-benn ar chase. Dibab a reas Atalante, a oa deuet da vout ur plac'h kaer hag ur chaseourez a zoare. Hag in da chaseal al loen. Atalante a roas an taol kentañ, met Meleagros a lazhas anezhañ. Peogwir e voe komzet vil outi gant an daou chaseour Eurypylos hag Ifikles e voent lazhet ivez gant danvez he gwaz. Ha peogwir e oa droug e Tokseüs ha Pleksippos, e eontred, o welout ar priz roet d'ar gwellañ chaseour o vont gant ur vaouez, e lazhas anezho ivez.

Darvoudoù all

kemmañ

Lazhañ a reas gant he saezhioù an daou zen-marc'h Hylaios ha Roikos, a glaske he gwallañ. Evel Artemis e touas chom gwerc'hez. Koulskoude e timezas gant Meleagros. Ar vaouez nemeti e oa gant Iason hag e Argonaoted.

Mojenn Boiotia

kemmañ

E mojenn Boiotia e oa merc'h da Sc'hoineüs, mab da Athamas. He zad a glaske he dimeziñ, hi ne fellas dezhi kemer da bried nemet ar gwaz a c'hallfe bezañ trec'h dezhi en ur redadeg: ar re drec'het a vije lazhet kerkent. Un nebeud tud yaouank a glaskas redek hag an holl anezho a voe lazhet.

Hippomenes

kemmañ

Un deiz e teuas Hippomenes, a oa skoazellet gant Afrodite. Tri aval aour a roas an doueez dezhañ. E-pad ar redadeg, e laoskas anezho da gouezhañ. Hag ar plac'h ranell da chom a-sav d'o dastum. Ha setu penaos e kollas hag e voe dimezet. Siwazh, goude se ez ejont da c'hoari daou e templ Demeter, ha honnezh a droas anezho e leoned staget ouzh karr an doueez.

A bep seurt

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ