Athenaeum, pe Athenæum pe Atheneum, zo un anv latin a vez roet hiziv da ensavadurioù pe kelaouennoù a denn ken d'ar skiant, ken d'an arz, ken d'al lennegezh, ken da aozadurioù kelenn.

Dont a ra an anv eus hini Athena, doueez ar furnez en Hellaz kozh, gant un dibenn -um a gaver ivez er ger museum, ti ar Muzezed . An anv Atheneum-se a voe roet gant an impalaer roman Hadrian, war-dro ar bloaz 135, d'ar c'hentañ ensavadur kelenn e Roma, ma c'halle retorikourien (yezhadurourien) ha barzhed ober o displegaduurioù, kelennerien gopraet ober prezegennoù e kement tachennad deskadurezh a oa neuze, prederouriezh, ha retorik, yezhadur ha gwir.

Hiziv e talv alies kement ha skol, skol-veur, akademiezh, ensavadur. Roet e vez an anv da c'hoarivaoù, mirdioù, hag ivez da letioù, ostalerioù dre ar bed a-bezh.

E yezhoù all

kemmañ

Aozadurioù

kemmañ

E Bro-C'hall

kemmañ
  • An Théâtre de l'Athénée-Louis-Jouvet zo ur c'hoariva e Pariz.
  • Al leti Plaza Athénée, evit ar binvideien e Pariz.
  • Al leti Athénée e Cannes

An Ateneo libertario

kemmañ

E Spagn e veze aozet e pep kêr un Ateneo gant an anarkourien er bloavezhioù 1930. Levraouegoù emveret e oant, kevredigezhioù sevenadurel ha skolioù war un dro.

Pennad kar a bell pe a dost

kemmañ