Austrasiatica sakuraii
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
| |||
---|---|---|---|
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Mollusca | ||
Kevrennad : | Gastropoda | ||
Urzhad : | Littorinimorpha | ||
Kerentiad : | Cypraeidae | ||
Genad : | Austrasiatica | ||
Anv skiantel | |||
Austrasiatica sakuraii (Habe,1970) | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Austrasiatica sakuraii a zo unan eus ar pemp spesad a vez renket er genad Austrasiatica e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WoRMS[1]. Ur spesad kregin ral a vev er mor China e-kichen ar Filipinez en dour don an hini eo.
Taksonomiezh
kemmañDiskrivet eo bet ar spesad gant Habe e 1970 dindan an anv genad Schilderia[2]. An anv sakuraii a zo bet roet en enor da Dr. Kin'ichi Sakurai, dastumer ha kreginoner a vro Japan.
Heñvelsterioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Austrasiatica sakuraii o vezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:[3]
- Cypraea sakuraii (Habe, 1970) hervez ar re a renk an holl spesadoù Cypraeidae er spesad nemetañ Cypraea.
- Nesiocypraea sakuraii (Habe, 1970) anv aet da get
- Austrasiatica sakurai [sic] (Dre fazi)
- Nesiocypraea sakurai [sic] (Dre fazi)
- Schilderia sakuraii Habe, 1970 anv an diskrivadenn hag anv aet da get.
Bevoniezh
kemmañKregin brav ha ral eo an Austrasiatica sakuraii. Kavet e vezont er mor don etre 80 m ha 250 m donder tapet gant dragourioù ha nebeut splujerien.
Ment
kemmañMentoù boutin ar c'hregin etre-se a zo etre 42 mm ha 50 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 34 mm gour pe ramz, betek 60 mm.
Gwelout ivez
kemmañAustrasiatica deforgesi, Austrasiatica alexhuberti, Austrasiatica langfordi, Austrasiatica alexhuberti spesadoù all ar genad. Erronea hungerfordi, Schilderia achatidea spesadoù gant tresadennoù tost.
Kartenn al lec'hioù bevañ
kemmañSkeudennoù
kemmañNotennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ lec'hienn WoRMS Word Register of Marine species, bet sellet outi d'an 18 a viz Eost 2014,http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=607415(en)
- ↑ Lorenz Felix & Hubert Alex, A guide to worldwide cowries, 2000, ti-embann Conchbooks, 2nd edition revised and enlarged, 584p, ISBN 3-925919-25-2 (en)
- ↑ Meyer, C.P. (2004) Toward comprehensiveness: Increased molecular sampling within Cypraeidae and its phylogenetic implications. Malacologia 46(1): 127-156.page(s): 132 in WoRMS, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=607415