Austrasiatica langfordi
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
| |||
---|---|---|---|
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Mollusca | ||
Kevrennad : | Gastropoda | ||
Urzhad : | Littorinimorpha | ||
Kerentiad : | Cypraeidae | ||
Genad : | Austrasiatica | ||
Anv skiantel | |||
Austrasiatica langfordi (Kuroda, 1938) | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Austrasiatica langfordi a zo unan eus ar pemp spesad a vez renket er genad Austrasiatica e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WoRMS[1]. Ur spesad kregin ral pe ral-tre a vev er meurvor Habask en dour don an hini eo.
Taksonomiezh
kemmañDiskrivet eo bet ar spesad gant Kuroda e 1938 dindan an anv genad Nesiocypraea[2]. An anv langfordi a zo bet roet en honor da Daniel B. Langford eus Yokohama..
Heñvelsterioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Austrasiatica langfordi o vezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:
- Cypraea langfordi (Kuroda, 1938) hervez ar re a renk an holl spesadoù Cypraeidae er spesad nemetañ Cypraea.
Isspesadoù
kemmañ3 isspesad a zo bet diskrivet :
- isspesad : Austrasiatica langfordi cavatoensis (Lorenz, 2002)
- isspesad : Austrasiatica langfordi langfordi (Kuroda, 1938) eus Japan betek Indonezia ha Melanezia.
- isspesad : Austrasiatica langfordi moretonensis (Schilder, 1965) eus Norzh Aostralia ha Kaledonia-Nevez.
Bevoniezh
kemmañKregin brav ha ral pe ral-tre eo an Austrasiatica langfordi . Kavet e vezont er mor don etre 50 m ha 250 m donder draget gant bagoù.
Ment
kemmañMentoù boutin ar c'hregin bras-se a zo etre 50 mm ha 62 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 40 mm gour pe ramz, betek 78 mm.
Gwelout ivez
kemmañAustrasiatica deforgesi, Austrasiatica hirasei, Austrasiatica alexhuberti, Austrasiatica sakuraii spesadoù all ar genad, Schilderia achatidea spesad gant tresadennoù tost a-walc'h.
Kartenn al lec'hioù bevañ
kemmañLec'h bevañ ar spesad a zo e meurvor Habask etre Japan hag Indonezia o tremen dre Melanezia, Norzh Aostralia ha Kaledonia-Nevez.
Skeudennoù
kemmañNotennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ lec'hienn WoRMS Word Register of Marine species, bet sellet outi d'an 18 a viz Eost 2014, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=530898(en)
- ↑ Lorenz Felix & Hubert Alex, A guide to worldwide cowries, 2000, ti-embann Conchbooks, 2nd edition revised and enlarged, 584p, ISBN 3-925919-25-2 (en)