Austrasiatica hirasei
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
| |||
---|---|---|---|
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Mollusca | ||
Kevrennad : | Gastropoda | ||
Urzhad : | Littorinimorpha | ||
Kerentiad : | Cypraeidae | ||
Genad : | Austrasiatica | ||
Anv skiantel | |||
Austrasiatica hirasei (Roberts,1913) | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Austrasiatica hirasei a zo unan eus ar pemp spesad a vez renket er genad Austrasiatica e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WoRMS[1]. Ur spesad kregin ral a vev er Meurvor Habask etre Japan, Filipinez ha Norzh Aostralia en dour don an hini eo.
Taksonomiezh
kemmañDiskrivet eo bet ar spesad gant Roberts e 1913 dindan an anv genad Nesiocypraea[2]. An anv hirasei a zo bet roet en honor da Y. Hirase marvet e 1925.
Heñvelsterioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Austrasiatica hirasei o vezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:
- Cypraea hirasei (Roberts, 1913) hervez ar re a renk an holl spesadoù Cypraeidae er spesad nemetañ Cypraea.
- Nesiocypraea hirasei (Roberts, 1913) anv an diskrivadenn hag anv aet da get.
Bevoniezh
kemmañKregin brav ha ral eo an Austrasiatica hirasei. Kavet e vezont er mor don etre 60 m ha 500 m donder tapet gant dragourioù ha nebeut splujerien.
Ment
kemmañMentoù boutin ar c'hregin etre-se a zo etre 38 mm ha 54 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 29 mm gour pe ramz, betek 66 mm.
Gwelout ivez
kemmañAustrasiatica deforgesi, Austrasiatica alexhuberti, Austrasiatica langfordi, Austrasiatica sakuraii spesadoù all ar genad. Erronea hungerfordi, ur spesad gant tresadennoù tost.
Kartenn al lec'hioù bevañ
kemmañLec'h bevañ ar spesad a zo eus Japan betek Filipinez ha Queensland en Aostralia..
Skeudennoù
kemmañNotennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ lec'hienn WoRMS Word Register of Marine species, bet sellet outi d'an 17 a viz Eost 2014, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=530896(en)
- ↑ Lorenz Felix & Hubert Alex, A guide to worldwide cowries, 2000, ti-embann Conchbooks, 2nd edition revised and enlarged, 584p, ISBN 3-925919-25-2 (en)