Bécassine zo ur film gallek, sevenet e gwenn ha du gant ar filmaozour gall Pierre Caron e 1939.

Pa zeuas e-maez e penn-kentañ miz Gwengolo 1940 e lakaas brouez ruz e Breizh a-bezh en abeg d'an doare dismegañsus ma veze taolennet Breizhiz ennañ.

Adsavet e oa bet ar film gant Archives françaises du film ha bannet en-dro e Palez Tokyo (Pariz XVI) e 1993 tre dirak an aktourez Paulette Dubost he devoa dalc'het roll "Bécassine" en oberenn orin.

Fichenn deknikel

kemmañ

An danvez

kemmañ

Distro eo Bécassine, peizantez vreizhat dister anezhi, eus ur veaj dre ar bed. Keginerez eo e ti an itron a c'hGrand-Air a herberc'h izili an tiegezh Tampico ivez, dezhe da baeañ o chomadenn. C'hwiblaerien int e gwirionez, dedennet-kaer gant madoù ar re c'hGrand-Air kentoc'h. Klask a ra José, mab ar familh Tampico, lorbiñ Annie a c'hGrand-Air a gav gwelloc'h daremprediñ an doktor Chancerelle. Kuzhat a ra ar re Dampico o bizeier e kambr Bécassine da reiñ da grediñ int bet laeret digante. Tamallet eo al laeroñsi da Chancerelle, o lakaat Annie en dizesper. Dre chañs e tiskoach Bécassine ar voualc'h war he neizh ha gallout a ra an daou amourouz dimeziñ a-barzh fin ar gont.

Roll ar gomedianed pennañ

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ