Bashar al-Assad
Bashar Hafez al-Assad (Arabeg: بشار حافظ الأسد Baššār Ḥāfiẓ al-ʾAsad, distagadur levantek: [baʃˈʃaːr ˈħaːfezˤ elˈʔasad]; ganet d’an 11 a viz Gwengolo 1965) zo prezidant Republik arab Siria ha sekretour rannvedel skourr sirian Strollad sokialour arab Baath. Emañ en e garg abaoe 2000, pa warlerc’hias e dad, Hafez al-Assad, a renas Siria e-pad 30 vloaz betek e varv.
Bashar al-Assad | |
---|---|
5vet Prezidant Republik arab Siria | |
Er galloud | |
Er galloud adalek | 10 Gouere, 2000 |
Eil Prezidant(s) | Wael al-Halki |
A-raok : | Hafez al-Assad |
War-lerc'h | Er galloud |
11 Gwengolo, 1965 Damask | |
Strollad politikel | |
Pried | Asma al-Assad |
Relijion | alawit |
Gwelet eo bet evel un adreizher e penn kentañ e brezidantelezh, met pennañ a ra abaoe miz Genver 2011 d’un emsavadeg ha d’un eneberezh armet.
Yaouankiz ha studioù
kemmañGanet eo Bashar al-Assad e 1965 e Damask, kêrbenn Siria. Mab da Aniseh (ganet Makhluf) hag Hafez al-Assad eo. Hemañ diwezhañ zo ganet en ur familh alawit paour ha sevel a reas gant skeul urzhaz ar strollad Baath betek embreger ar garg uhelañ, penn ar Stad sirian. Bashar ne voe ket ur skoliad barrek-tre, ha ne denne na gounid na dreistgwirioù eus statud e dad. E 1982 e voe degemeret e skol-veur Damas hag e 1988 e tapas enni un diplom war al lagadouriezh. E 1992, evit gellout monet pelloc’h en e studioù, ez eas da Londrez. Eno e labouras e-giz deskard er St Mary's Hospital ha deuet dreist e oa gant an holl ennañ, keneiled koulz ha gouziviaded. E Londrez eo en em gavas gant e zanvez gwreg, Asma al-Akhras, ur Breizveuriadez-ha-Sirianez sunnaat hag a laboure er City evit ar c’hevredad merañ arc'hantel (holding) JP Morgan. Ne hañvale ket Bashar al-Assad bout gwall dedennet gant ar politikerezh d’ar mare-se.
Remziad politikel
kemmañE gwirionez e oa Basil, mab henañ Hafez al-Assad, a zlee monet e penn ar Stad war-lerc'h e dad. Neoazh, mervel a reas hennezh e 1994 en ur gwallzarvoud-hent. Dav e voe da Vashar distreiñ da Siria hag enframmañ akademiezh an arme e Homs. E 1999 e voe anvet da goronal hag e sevenas da heul kefridioù ofisiel a-berzh ar Stad.
Prezidant Republik Arab Siria
kemmañPolitikerezh diabarzh
kemmañDa heul marv Hafez al-Assad e 2000 ec’h enkemmas ar parlamant ar vonreizh evit ma c’hellfe Bashar bout anvet da brezidant (re yaouank e oa). Dilennet e voe dre referendom d’an 10 a viz Gouere 2000 gant ar spi e cheñchfe mont en-dro ar Stad hag e tegasfe gwellaennoù e-keñver ar frankizoù politikel.
Goude e zilennadeg e cheñchas un tammig an traoù ha war frankizekaat ez eas ar renad (prizonidi bolitikel divac’het, hag all). Hogen, monet a reas war-gil buan a-walc’h o vezañ ma c’houlenne an eneberezh politikel re a araokadennoù ha m’en doa aon Bashar al-Assad, levezonet sur mat gant "gward kozh" ar strollad Baath, evit stabilded e vro.
Politikerezh estren
kemmañGoulenn a reas Bashar al-Assad e vefe adkroget gant kevraouerezhioù peoc’h gant Israel evit diskoulmañ kudenn Uhelgompezenn Golan gouzalc’het gant Tsahal. Hogen, tamallet e veze dezhañ gant ar vro-se ha Stadoù Unanet Amerika souten strolladoù milourel evel an Hezbollah (Liban), an Hamas hag ar Jihad Islamek (Tiriadoù gouzlac’het Palestina).
Daoust d’an enebiezh a oa etre an daou renad (ganet an eil hag egile eus ar strollad Baath) ec’h enebas Bashar al-Assad douzh aloubadeg Irak gant an SUA hag o c’hevredidi.
Tamallet e oa bet ar gwalldaol a-enep da Rafic Hariri, Maodiern Kentañ Liban, e 2005, dezhañ ha d’ar Stad sirian. Hogen, etre 2001 ha 2005 e lakaas an arme sirian da guitaat Liban (ar gumuniezh etrevroadel a bouezas warnañ evit se).
Sevel a reas a-du gant raktres Nicolas Sarkozy sevel un Unaniezh evit ar Mor Kreizdouar ha pedet e voe da zibunadeg ar 14 a viz Gouere 2008 e Pariz.
Brezel-diabarzh
kemmañ* Pennad spisoc'h: Brezel diabarzh Siria
Da geñver (pe un tammig da heul) an nevez-amzer arab e savas e vouezh hag en em savas ul lod ag ar boblañs a-enep d’ar renad baathour adalek miz Meurzh 2011 (er c’hêrioù bras). Taget e voe savadurioù ofisiel ha re ar strollad. Bashar a c’hourc’hemennas neuze ma voe moustret an emsavadeg (kalz a sunnaaded a gemer perzh enni). Evit respont d’ar gostezenn enep ec’h aozas aduidi ar renad manifestadegoù bras o tiskouez splann an dispartioù politikel, kenelel ha diwar gredenn (meur a relijion zo e Siria) e-mesk ar Sirianed. E 2013 e seblant an traoù bout stanket da vat gant ur brezel-diabarzh krisoc’h-krisañ hag ur pouez brasoc’h eus an islamourion djihadour e-mesk an eneberezh milourel. Evit ul lodenn vat ag ar boblañs e vir Bashar al-Assad gwirioù ar minorelezhioù gourdrouzet herveze gant ar muianiver sunnaat.
Relijion
kemmañAlawit eo Bashar al-Assad.