Bambareg
Ur yezh mandeek eus skourr ar yezhoù mandingek eo ar bambareg (bamanankan) komzet e Mali, Burkina Faso hag Aod an Olifant gant tro-dro da 5 milion a dud evel yezh kentañ ha gant betek 10 milion all evel eil yezh, en holl 15 milion a dud. 80% eus tud Mali a gomz bambareg.
Bambareg (Bambanankan) | |
---|---|
Perzhioù | |
Komzet e : | Mali, Burkina Faso, Aod an Olifant |
Komzet gant : | 2 700 000 mammyezher ~6 000 000 en holl |
Familh-yezh : | Yezhoù nijerek-kongoek Yezhoù mandeek |
Statud ofisiel | |
Yezh ofisiel e : | - |
Akademiezh : | hini ebet |
Kodoù ar yezh | |
ISO 639-1 | - |
ISO 639-2 | bam |
ISO 639-3 | |
Kod SIL | BAM |
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. |
Unan eus yezhoù ofisiel Mali an hini eo, m'emañ ar yezh muiañ-komzet dre ma vez komzet gant ar Vambared o-unan met talvezout a ra ivez da yezh voutin (lingua franca) ivez ar meuriadoù all.
Tost-kenañ eo ar bambareg d'an diouleg, ken tost da skouer evel m'emañ ar saozneg komzet e Breizh-Veur ouzh an hini komzet er Stadoù-Unanet.
Meur a rannyezh zo, en o zouez ar re bennañ-mañ:
- Somonoeg (somono)
- Segoueg (segou)
- Saneg (san)
- Beledougoueg (beledugu)
- Ganadougoueg (ganadugu)
- Wasouloueg (wasulu)
- Sikasoeg (sikasso)
Daoust ha ma oa bet ijinet, e 1949, un doare-skrivañ ispisial anvet ar skritur nkoek (n'ko) evit ober gant ar yezhoù mandeek dre skrid hag e vez implijet c'hoazh gant ar bamabareg, hiziv e vez skrivet kentoc'h gant al lizherenneg latin peurliesañ.