Karn Barnenez
Karn Barnenez a zo ur savadur meurvein e gourenez Kernehelen, e Plouezoc'h, e Bro-Dreger, e departamant Penn-ar-Bed. Div lodenn hag unnek kambr a yae d'ober anezhañ. Lodenn goshañ ar grugell mein sec'h a vije bet savet etre 4850 ha 4450 k.J-K, en neolitik gant dolerit, hag an eil etre 4450 ha 4000 k. J-K gant greunvaen. Ar savadur meurvein-se eo an hini koshañ anavezet war an douar-bras. Koshoc'h e vefe evit ar piramidennoù kentañ.
Deiziad krouiñ | 5. millennium BCE |
---|---|
Stad | Frañs |
E tiriad | Plouezoc'h |
Daveennoù douaroniel | 48°40′3″N 3°51′31″W |
Statud gladel | monumant istorel rummet |
Lec'hienn ofisiel | http://barnenez.monuments-nationaux.fr, http://www.barnenez.fr/ |
Gerdarzh
kemmañMoarvat e teu anv al lec'h-hont eus barr (lein) hag an enez.
Istor
kemmañE 1807 e oa bet graet anv eus ar grugell er c'hadastr. Meneget e oa ivez e 1850 e Montroulez e-kerzh un emvod skiantel gant maer kumun Plouezoc'h. Ne voe ket a-walc'h da wareziñ ar monumant. Prenet e oa an dachenn gant un embreger e-pad an XXvet kantved hag e voe diveinet ar c'harn kentañ gantañ evit adimplij ar vein. Harzet e voe war-bouez nebeut, e 1955, pa oa o vont da zistrujañ an eil karn. D'ar mare-se e oa renket ar c'harn a chome war roll ar monumantoù istorel (abaoe an 18 a viz Genver 1956), war goulenn Pierre-Roland Giot (neuze rener Hendraouriezh istorel Breizh). Loc'hañ a ra ivez ar furchadegoù skiantel kentañ eno. Furchet e oa ar c'harn etre 1955 ha 1968.
Deskrivadur
kemmañEmañ ar monumant a-us Bae Montroulez, anezhañ ur gompezenn strujus eus an arvor d'ar mare ma oa savet moarvat. 72 metr hirder hag 20 pe 25 metr lec'hed eo ar monumant. 9 metr uhelder eo. Istimañ a reer e dolzennad hollek etre 6 500 ha 7 000 metr diñs hag e bouez etre 12 000 ha 14 000 tonenn[1]. Kavout a reer un nebeud mogerioù diabarzh zo talbennoù kozh pe mogerioù hag a dalveze da stabilaat ar framm. Savet eo ar c'harn gant bloc'hadoù maen bihan a-walc'h ha n'eus ken ar c'hambroù zo savet e-giz meurvein gwirion.
Unnek taol-vaen ha kement a gambroù-bez a zo er c'harn. Dek anezho zo goloet penn-da-benn. Evit mont e-barzh ar c'hambroù-bez ez eer dre un trepas mein sec'h, etre 7 ha 12 metr a hirder dezhañ, goloet gant daroù a-led. Pep kambr he deus un trepas disheñvel hag holl an trepasoù zo durc'haet d'ar gevred.
Pep hini eus ar pezhioù en diabarzh zo kinklet gant arouezioù binviji, armoù ha loened. Kavout a reer ivez ur skeudenn e stumm al lizherenn U war ar speurennoù meur a wezh.
An traezoù zo bet kavet e-pad ar furchadegoù n'int ket niverus met liesseurt-kenañ int. Bez' ez eus en o zouez lavnennoù bouc'hili lufret, begoù biroù ha lavnennoù e maen-kurun eus an Neolitik. Kavez ez eus bet glaou-koad en deus roet an tu da c'houzout pegoulz e oa bet savet. An disoc'hoù o deus bamet ar skiantourien da gentañ rak prouet e oa e oa ar c'harn 2000 vloaz koshoc'h evit ar piramidennoù kentañ. Andrev Malraux a zisklêrias e oa ur partenon eus ar ragistor.
Tammoù priaj a zaou seurt a ziskouez e oa bet adimplijet al lec'h-mañ war-dro an IIIe milved kent J.K. Displegañ a rafe bezañs ur goustilhig e kouevr ha pennoù biroù dreinek.
Notennoù
kemmañLevrlennadur
kemmañ- Jacques Briard, Barnenez, 2000 Lire en ligne
- Jacques Briard, N. Fediaevsky, Mégalithes de Bretagne, 1987.
- Pierre-Roland Giot, Barnenez: un grand cairn mégalithique, 1999.
- Charles-Tanguy Le Roux et Yannick Lecerf, Le grand cairn de Barnenez - Mausolée néolithique, Monum, Ed. du Patrimoine, coll. « Itinéraires du patrimoine », 2003 (ISBN 2858226717)
- M. Mesnard, Le tumulus de Barnenèz en Plouézoc'h, Société d'Emulation des Côtes-du-Nord, Mémoires Saint-Brieuc, 1979, vol. 107, pp. 50-52 Lenn un diverradenn enlinenn