André Malraux
André Malraux, ganet e Pariz an 3 a viz Du 1901 ha marvet e Créteil an 23 a viz Du 1976, (e anv gwir oa Georges André Malraux) oa ur skrivagner, kantread ha politikour gall.
Buhez
kemmañYaouankiz
kemmañAbalamour da zizimeziñ (e 1905) e dud, Malraux a voe desavet gant e vamm hag e vamm-gozh. Pa oa 14 bloaz e voe degemeret e uhel-skolaj ar straed Turbigo (dont a raio da vezañ al lise Turgot). Er mare-mañ e veze o tremen e amzer er stalioù-levr, er sinema, er c'hoariva, mirdioù, sonadegoù, hag all, hag all. Disachet kennañ e deuas da vezañ gant al lennegezh arnevez.
E 1918 e voe nac'het dezhañ bezañ degemeret el lise Concordet ha dilezel a reas e studioù. James ne dapas e vachelouriezh. Met e lec'h d'e bellaat eus al lennegezh e voe ar c'hontrol, ivoulet e deuas muioc'h c'hoazh gant ar skrivañ. Krouiñ a reas darempredoù gant strolladoù arzel ar gerbenn hag embann a reas e gentañ oberennoù (teoriennoù lennegel, buruteladennoù ha krouadurioù personel). Malraux a laras diwar-benn krouadurioù ar maread-se e oant krouadurioù "farfelues". An arzourien oant levezhonet gant an expressionisme alaman, barzhoniezh Apollinaire pe Max Jacob. Tudenn Clappique en e levr La Condition Humaine a zo skeudenn ar spered iskis-se.
Troioù-kaer ar Reter
kemmañE 1921 e dimezas gant Clara Goldschmidt. Aozañ a rae un dastummadeg en embannadurioù Sagittaire. Goude un niver uhel a veajoù e Europa a-bezh e zeas en Indez-Sina c'hall gant Clara a-benn laerañ un nebeud delwennoù hag o adwerzhañ. A-drugarez d'an tro-kaer-mañ e skrivas La Voie Royale. Harzet e voe met gellout a reas distreiñ e Pariz goude tabutoù ha renkamantoù diplomatel. Disachet gant ar vuhez trevadennel e zeas en dri en Indez-Sina c'hall evit krouiñ ur gazetenn enep-trevadennel: "L'Indochine enchaînée".
D'an 23 a viz Kerzu 1923, Malraux a zo bet harzet e Phnom Penh gant e vignon Louis Chevasson. Abalamour da bostadurioù fall e voe rivinet Clara, neuze Malraux a divizas laerañ un tamm eus livadurioù templ Banteay Srei e Angkor a-benn d'e adwerzhañ. E miz Gouere 1924 e voe kondaonet da vezañ toull-bac'het e pad teir bloaz. Clara a voe laosket da gostez gant ar justiz hag e distroas e Bro-C'hall e lec'h ma c'houlennas sikour digant uhel-speredoù ar maread evel Marcel Arland, Louis Aragon, André Breton, François Mauriac, André Gide ha Max Jacob. Goude ur c'hlemm, kastiz Malraux a voe bihanaet (ur bloaz) met gellout a reas distrieiñ e Bro-C'hall e miz Du 1924.
Distreiñ a reas da Saigon, e lec'h ma grogas da c'hoari gant an hoalerezh, kregiñ a reas da grouiñ ur mojenn tro dro d'e bersonelezh. Em diskouez a rae evel un dandy dispac'her, gwarezour ar re woanet, stourmer ar justiz. D'ar 7 a viz Even 1925, e voe embannet da vat ar gazetenn L'Indochine. Ar gellaouenn a dage gouarnour ar C'hochinsina, ar bankoù, ar c'hoñversanted uhel, an alouberien deuet eus ar bed Kornogour, talhioù uhelwar ar riz hag all, hag all... Difenn a rae mennozhioù ar c'hevatalded, ar frankiz ha personelezh ha stourm Ho-Chi-Minh. Goude an emsavioù poblek, e voe drastus moustrerezh ar galloud.
Ganedigezh un dudenn
kemmañMojenn Malraux a zo ganet da vat er c'houlz-se. Deuet eo da vezañ "An neb a stourmas e Sina". Kenderc'hel a reas da c'hoari gant ar c'haozioù-se, betek ma teufent gevier: Malraux haroz emsavioù Kanton e 1925, stourmoù Shangai e 1927. E pad ar c'houlz-se e skrivas Les Conquérants, en ur c'hendeuziañ ar wirionez hag an ijin. D'ar mare se e en em kinnig evel un ezel eus renerezh strollad dispac'hour Annam, ha komiser ar C'huomintang.
Distreiñ a reas da Vro-C'hall e 1926. Malraux a grogas da labourat evit Gaston Gallimard evel rener arzel. E 1932 e skrivas La Condition Humaine, ur romant dostoïevskian, da uhelat, hervez tud zo, d'ar memes renk eget Братя Карамазови (Bratja Karamasowy)/Ar vreudeur Kramazov, hag a oa evit Malraux, evel eget T.E. Lawrence, evel ar pemvet aviel. Malraux a envelas e levr ur reportage diwar-benn ur prantad luziet eus istor Sina. Reiñ a reas da voustrerezh Tchang Kaï-chek un awen kazi barzhel hag o tennañ da ijinoù an hunvre, da brederioù ha usvedonioù huñvreel: ul levr o c'hoari gant tennder an emskiantoù etre ar bed fetis ha feulz, hag ur bed disammus ha speredel.
Da vare an embannadur, Malraux a zo deuet da vezañ brudet a drugarez d'ar priz Goncourt. Kreñvat a reas nerzh ar gevier o sevel e vojenn, dre uhelat e garg ijinet d'ar renk a gomiser er C'huomintang e Indosina hag e Kanton. Hoalerezh ha nerzh e bersonelezh a zo deuet da vezañ kreñv kenañ. An holl a gred ez eo ar wirionez: memes Leon Trotski a rebechas da v/Malraux traoù n'en devoa ket graet.
Kenderc'hel a reas e labour e ti-embann Gallimard e lec'h ma savas levrioù diwar-benn arzourien evel Leonardo da Vinci, Johannes Vermeer, hag all. Dizoleiñ ha lakat a ra war wel er vro skrivagnerien evel D.H. Lawrence, William Faulkner, Dashiell Hammett. Gant Clara, e veajas e bed an Oriant. E Arabia e dremenas kalz amzer gant an nijer Cornington-Molinier. Evit kavout ur reizhegezh d'e veaj (rak ar gazeten L'Intransigeant a baeas ar fraejoù) e lakas da grediñ en devoa dizoloet ker rouanez Saba. Met buhan awalc'h, e voe dizoloet lost al leue, abalmour d'ar fotoioù bet kaset gant Malraux d'ar gellaouenn.
Ar stourm enep-faskour
kemmañD'an 30 a viz Genver 1933, ez eo bet kemeret ar galloud gant an NSDAP e Alamagn. Malraux a implijas e vrud evit gouzav an dud eus arvar ar faskouriezh hag an naziegezh. Kemer a reas perzh en Association des écrivains et artistes révolutionnaires krouet nevez'zo gant Paul Vaillant-Couturier ha Maurice Thorez ha renet gant André Gide. Met n'eo ket en e vlaz en emvodoù komunour ha dispac'hour. En desped da-se e veajas e Rusia e lec'h ma gejas gant Sergei Eisenstein evit ur raktres: ober ur film savet diwar La Condition Humaine.
E miz Gwengolo 1933, e voe kroget gant prosez Dimitrov, an neb a zo bet lakaet bourc'h ar pec'hedoù gant an nazied evit gwall-tan ar Reichstag. Toull-bac'het e voe goude-se. Malraux ha Gide a rejont war dro ur strollad-kefridi o labourat d'e zieubidigezh. En desped da vezañ tuet a gleiz war an dachenn politikel, Malraux a chom trubuliet gant an darempredoù iskis etre Hitler ha Staline. E verc'h a zo bet ganet e pad ar vloavezh 1933, anvet eo bet Florence.
Brezel diabarzh Bro-Spagn
kemmañD'ar 17 a viz Gouere 1936, un irien broadelour renet gant un nebeud jeneraled (Sanjurjo, Mola, Franco, Cabanillas, Fanjul, Goded ha Queipo de Llano a glask kemer ar galloud e Bro-Spagn. Brezel diabarzh Bro-Spagn a grog, padout a raio 30 miz. Evit enebiñ ouzh an taol-stad-se, e voe roet armoù d'ar bobl, kreñvaet e voe kerioù evel Madrid, Barcelona, Valencia, Malaga ha sikouret e voe ar stourmerien e Bro-Euskadi.
Malraux a za kuit da Vro-Spagn, e lec'h ma grouas an iz-skouadron a girri-nij anvet España. Gant un ugent karr-nij bennak (Potez 540), e stourmas a-enep d'an aerlu alaman hag italian deuet da sikour ar renad broadelour. Diwezharoc'h e teuas a-benn da prenañ dek Bloch 200. Em staliañ a reas gant ar skouadron e Madrid. Kemer a reas penn España gant ar renk coronel (koronel). D'ar mare-se, Malraux a vuhezie ar pezh a voueto diwezhatoc'h e romant, L'Espoir. Hep skiant-prenet war tachenn an aer-lu, e gemeras perzh d'ar stourmoù en aer. Gwelout a rae ar brezel gant ur sell romantel: ar stourm gwirion a zo graet evit ur rann a uhelidi hervezañ.
E vojenn a zo brasat a feur ma dremen an emgannoù. E kreiz un brezel drastus, e deu a-benn da aozañ ur saloñs lennegel gant brasañ stourmerien/skrivagnerien ar mare: Ernest Hemingway (memes ma ne en emglev ket mat gant Malraux), Rafael Alberti, John Dos Passos, Ilya Ehrenbourg, Mikhail Koltzov, Antoine de Saint Exupéry ha Pablo Neruda.
Gant ar skouadron España, e tagas ar koronel Yagüe, ha dre-se, daleat seziz Madrid gant ar faskourien. Memes a-enep d'ar c'hirri-nij alaman Junker, izili ar skouardon a raent burzhudoù: ar maout a zae ganto kazi bepred er stourmoù en aer. Kemer a reas perzh e bombezadegoù an Alcazar e Toledo. Gant daou karr-nij, e tagas Teruel ha hent Zaragosa a-benn distruj an aer-lu faskour. Malraux a voe gloazet e pad an taol, met an eil karr-nij a deuas a-benn da zistruj ar c'hamp. Dibenn an iz-skouadron a zo o tostaat abalamour d'ar fed ma'z eus nebeutoc'h nebeutañ a girri-nij. Madrid saveataet, met Malaga kollet, kan mil den o divroañ, heskinet gant an aer-lu italian. Strollad-renañ an arme e Valencia a c'houlennas da v/Malraux mont da enebiñ ouzh an heskinerien ha da wareziñ an divroidi. Labour diwezhañ an iz-skouadron España'.
Ur wech distroet e Bro-C'hall evit prezegenniñ diwar-benn ar brezel, n'eo ket muiñ gwelet gant ar vourc'hizhien evel gounezer ar Goncourt, pe ar skrivagner o kontañ e veajoù, met ur stourmer, bet o lazhañ tudoù e Bro-Spagn. Ober a rae aon. Mont a reas da Stadoù-Unanet Amerika. Pedet eo da brezegenniñ ha da aozañ tabutoù er skolioù-veur. Mont a reas e darempred gant tudennoù meur ar vro: William Saroyan, Myriam Hopkins, Marlene Dietrich, Yehudi Menuhin ha Maurice Chevalier. Ur gazetenner a c'houlennas dezhañ perak e oa ret ha perka e zae da vevañ danjer ar brezel diabarzh, perak stourm evit Bro-Spagn? Ha respontiñ a reas:"Because I do not like myself...". Plijet e oa gant an intelektualed, met ar gouarnamant Roosevelt a sonjas tennañ dezahñ e visa, evit abegoù emzalc'hioù dispac'heour.
Embannañ a reas L'Espoir e 1937. E Bro-C'hall, an tu dehou a kondaonas ar romant-se. Prientiñ a reas ur film tennet eus al levr gant ur pall simpl: degas an amerikaned e-barzh an darvoudoù e Europa. E-penn kentañ, ar film a zo bet savet e Barcelona, dindan bombezennoù ar faskourien, met rankout a reas e echuiñ ar film en ur studio e Joinville.
An eil brezel-bed
kemmañPa krogas ar brezl e 1939, Malraux a glaskas d'en emouestalñ en ar-lu gall, met a-benn ar fin e voe kemeret evit bleniañ en tankoù gall. Met paket e voe gant an alamaned. Tec'hout a reas kuit un tamm diwezhatoc'h war-zu an dachenn dieub. Nac'hañ a reas kinnig Sartre evit kemer perzh er strollad stourm Socialisme et Liberté. Met Malraux na fizie nemet an armer soviedel pe an amerikaned. En desped da ginnigoù lieseurt, ne fell ket dezhañ advevañ drouziwezh Bro-Spagn en ur vro ac'hubet. Neuze e gav gwelloc'h chom bac'het en ur c'hasteling e Corrèze e lec'h ma laboure noz ha deiz war al lenegezh. Kregiñ a reas da skrivañ La lutte avec l'ange, Le démon de l'absolu ha La psychologie de l'art. Pell eus ar brezel ha trouzioù ar bed, ne fiñvo ket eus e c'houdor lennegel.
Met d'an 21 a viz Meurzh 1944 e voe harzet e vreur bihan, Roland Malraux, gant ar Gestapo. An dra-se a dennas Malraux deus e gousk. Mont a reas d'an Dordogne, e lec'h ma deuas da vezañ ar c'horonel Berger (anv haroz e romant Les noyers de l'Altenburg, evit ur wech eo an ijin hag a za da wir). Ne ouezer ket penaos, met e nebeutoc'h eget tri miz, en ur vont eus ur c'hastel d'un all, deus ur vougev d'eben, e deuas a-benn da unaniñ rouedadoù lieseurt ar rezistañs ranvroel. Met poaniat a ra memestra d'en em lakat war wel ha da vezañ gwelet gant siriusted. Kemer a reas perzh e gwall-daolioù a-enep d'an hentoù houarn ha a-enep bagadoù ar Wehrmacht hag ar bagad SS Das Reich.
Met harzet e voe gant an alamaned. Boureviet e voe e toull-bac'h Toulouse, peogwir eo bet kemesket gant e vreur. Met an arme alaman a dec'has kuit eus ar c'her. Dre-se Malraux a c'hellas tec'hout kuit eus an toull-bac'h. Ur wech dieubet ez eas e darempred gant André Chamson, evit krouiñ ar rann Alsace-Lorraine. Stroum a reas evit dieubiñ ar ranvroioù-se. Enebiñ a reas ouzh an alamaned e pad seizh devezh, dindan an ec'h. D'ar 24 a viz Du 1944, e gemeras perzh e dieubidigezh Strasbourg. Medalennet eo bet gant ar jeneral De Lattre De Tassigny.
Ministr De Gaulle
kemmañPedet e voe evit mont e darempred gant ar jeneral De Gaulle. Dont a reas da vezañ ministra ar c'hellaouiñ e c'houarnamant da c'hortoz. Mouezh De Gaulle eo bremañ. Un trc'h war ar baourentez en eus bevet eo ar c'harg-se. Met Malraux a dreuzfurmas e vaodiern eus ar c'hellaouiñ en ur vaodiern sevenedurel. Gant ar galloud sevenadurel-se e fell dezhañ levezhoniñ pep tachenn, eus an deskadurezh betek an industriezh. Da skouer eilpennañ, er skol, ar c'hentelioù diwar-benn sterioù Bro-C'hall gant ur film diwar-benn ar sterioù-se. Pe degas an arz hag ar sevenadur betek al labouradegoù. Tamm ha tamm e lak da vont mennozhioù evel hini ar renad prezidantel evit Bro-C'hall. Sekretour jeneral Malraux a zo ur jeneral FFI yaouank awalc'h: Jacques Chaban Delmas, hag e rener cabinet a zo Raymond Aron. Pa De Gaulle a roio e zilez, Malraux a zeas kuit eus ar maodiern. 45 bloaz e oa, ha dija ministr war e leve.
Adalek ar poent-se, e stourmas evit harpañ De Gaulle hag harpañ e zistro. Malraux a zo un ezel eus Comité d'études pour le retour du général De Gaulle. En o zouez e veze kavet Raymond Aron, Jacques Soustelle, Michel Debré, Gaston Palewski, Christian Fouché, Roger Frey, Foccart, Georges Pompidou,... Goude pemp miz chomet hep en em diskouez, De Gaulle a zo distro: "Devrais-je attendre que la France soit morte pour la sauver?". Kavet en eus un strategiezh simpl evit distreiñ d'ar galloud: ar referendum bonreizhel. Malraux a zo oc'h ober war dro leurennerezh e brezegennoù: deuet eo da vezañ ur mestr propaganda evit ur mare.
Gant sav-poentoù nevez, enebourien nevez: n'eus den bet ken evit gouzañv anezhañ eus tu ar c'homunisted. Mignoned bras evel Louis Aragon a grogas da vurutelañ a-enep da v/Malraux. E-pad ar prantad anvet e galleg La traversée du désert (tro-lavar ijinet gantañ) e c'hell kavout amzer evit skrivañ La voix du silence, La métamorphose des dieux, Saturne. E-pad ar c'houlz-se, ar jeneral De Gaulle a skrivas e Mémoires de guerre.
Pa ar pevare republik a voe tost da darzhañ, abalamour da gudennoù brezel Aljeria, n'ez eus nemet ar jeneral De Gaulle hag a c'hell diskoulmañ an aferioù. Ur wech c'hoazh e vez kavet De Gaulle ha Malraux, kichenn ha kichenn er memes stourm. Krouet e voe gouarnamant De Gaulle d'ar 1añ a viz Even 1958. Karg Malraux a voe hini ar c'hellaouiñ, dipitet e voe, fellout a rae dezhañ bezañ ministr an diabarzh, "Un ministre à poigne". E garg a ra war dro ar sevenadur gall hag e c'halloudegezh skignus. Dont a reas da vezañ mouezh Bro-C'hall ha mouezh ar renad, e Iran, India, Japan... Kejañ a reas gant Aimé Césaire, Nehru. Etre 1959 ha 1960 e zeas da stourm evit difenn reizhegezh ha reizhveli Bro-C'hall: e Uruguay, Mec'hik, Argentina, Peru.
Met buhan awalc'h, Malraux a voe adpaket gant kudennoù brezel Aljeria. Graham Greene a embannas e barzh Le Monde, ur pennad anvet Lettre ouverte à André Malraux. Le manifeste des 121 a zo ur roll a 121 dinadur. En o zouez, hini Florence Malraux, deuet da vezañ sevenerez filmoù. Mut a chomo Malraux. Met dre guzh, hag abalamour da c'houlennoù ha klemmoù Albert Camus pe Jean Daniel, e zieubas prizonidi aljerian ha stourmerien eus ar c'hampoù ha toull-bac'hoù gall. Hag harpañ a reas hep mar Jean-Louis Barrault hag a oa o leureniañ Les Pravents skrivet gant Jean Genet, ur pezh-c'hoari burutelus diwar-benn brezel Aljeria. Putsch ar jeneraled a voe aozet e miz Ebrel 1961. Malraux, dihunet gant an tarzadenn-se, a zisklerias e pad kuzul ar ministred: "Je monterai dans le premier char contre les insurgés...". An OAS a respontas dezhañ dre bombezenniñ e di e Boulogne. Sinet e voe emglevioù Evian c'hwec'h sizhun diwezhatoc'h.
Goude-se e labouras da emled ar sevenedur e Bro-C'hall. Fellout a ra dezhañ ober evit ar sevenadur ar pezh en eus graet Jules Ferry evit an deskadurezh. Lakat a ra kempenn monumantoù ar vro da vont. Krouiñ a reas ur servij a enklaskoù ha furchadennoù arkeologel. Netaat ha rempenn a reas tiegezhioù kozh Pariz. Ha krouiñ a reas Les maisons de la culture.
E-pad manifestadegoù miz Mae 1968, e kemeras perzh d'ur manifestadeg kengres gant De Gaulle. Gwallgaset e voe gant mediaoù an tu-kleiz. Rebechet e veze dezhañ nonpaz lakat e gomzoù da glotañ gant e oberenn hag e harpoù politikel. Un tammig diwezhatoc'h e varvjont e daou vab, Gauthier ha Vincent (21 ha 18 bloaz) en ur wallzarvoud war an hent. Prezegenniñ a reas pa voe kaset korf Jean Moulin er Panthéon. Beajiñ a reas e Sina, e lec'h ma gejas gant Mao Zedong. Chom a reas leal da De Gaulle betek fin e garg, mont a reas kuit eus ar gouarnamant er memes koulz eget ar jeneral. Malraux a voe unan eus ar re nemetañ degemeret mat gant De Gaulle betek fin e vuhez. Pa varvas ar jeneral d'an 10 a viz Du 1970. Disleriañ a reas "Voici fini le temps de cet homme et le mien...". Fin ur seurt "koublad" diskrivet en e levr Ces chênes qu'on abat: ur skrivagner o mennout ar galloud, hag ur penn stad ivoulet gant huñvreoù a skritur.
Fin buhez
kemmañEchuiñ a reas La métamorphose des dieux ha lakat a reas ul lavarenn boudhaeg e digoradur al levr "L'éléphant est le plus sage de tous les animaux, le seul qui se souvienne de ses vies antérieures, aussi se tient-il longtemps tranquile, méditant à leur sujet...". Gant Jean-Paul Sartre ha Claude Mauriac e stroumo evit dieubidigezh Regis Debray, emprizonet e Bolivia. Fellout a rafe dezhañ mont d'ar Bangladesh a-benn krouiñ ur skol guerilla. Graet vez goap outañ. Kejañ a reas gant Richard Nixon, peogwir e felle d'ar prezidant amerikan kejañ gant un den en eus komzet gant Mao.
Aterset e voe e pad ur c'hant eurvezh bennak en e liorzh gant ar chadennoù skignwel. Prezegenniñ a reas diwar-benn ar pezh en deus bevet, e levrioù, e sonjoù. Komz a reas diwar-benn Alexandre, Michelet, Trotski, Mao, Nietzsche, Hitler, Staline, Doue, brezel Bro-Spagn, ar geishaed, an Oriant, ar marv...Antimémoires dre gomz a-benn ar fin.
Mervel a reas d'an 23 a viz Du 1976.
Lavarennoù
kemmañ- « Je pense que la tâche du prochain siècle, en face de la plus terrible menace qu'ait connu l'humanité, va être d'y réintégrer les dieux. »
- Lavarenn diwar-benn an eil-brezel-bed ha kampoù an nazied " Le camp parfait eût été le camp d'extermination des enfants. Faute de mise au point, on les tuait avec leurs parents. Il y a quelque chose d'énigmatique et de terrifiant dans la volonté de déshumaniser l'humain, comme dans les pieuvres, comme dans les monstres. L'idéal des bourreaux était que les victimes se pendent par horreur d'elles-mêmes. […]… pour la première fois, l'homme a donné des leçons à l'enfer" (Oraisons funèbres). Parvis de la cathédrale de Chartres, 10 mai 1975. (adkemeret evit Le Miroir des limbes).
- « Il y a des guerres justes. Il n’y a pas d’armée juste. » (L'Espoir)
- « Tout aventurier est né d’un mythomane. » (La Voie royale)
- « Il faut soixante ans pour faire un homme, et après il n’est bon qu’à mourir. » (La Condition humaine)
- « À la maîtrise, l’enfant substitue le miracle. » (Les Voix du silence)
- « Le fou copie l’artiste, et l’artiste ressemble au fou. » (L'Espoir)
- « La tragédie de la mort est en ceci qu’elle transforme la vie en destin. » (L'Espoir)
- « On ne fait pas de politique avec de la morale, mais on n’en fait pas davantage sans. » (L'Espoir) (Hernandez o komz gant Garcia).
- « La pire souffrance est dans la solitude qui l’accompagne. » (La Condition humaine)
- « Je veux laisser une cicatrice sur cette carte » (Perken e barzh La Condition humaine)
- « Le pouvoir doit se définir […] par la possibilité d’en abuser. » (La Voie royale)
- « Une vie ne vaut rien, mais rien ne vaut une vie. » (Les Conquérants)
- « L'esclave dit toujours oui. » (Prezegenn André Malraux d'an 2 a viz Gwengolo 1973 pa'z eo bet savet Monumant ar Rezistañs)
- « Ceux qui ne connaissent pas leur passé sont destinés à le revivre »
- « La culture ne s'hérite pas, elle se conquiert »
- « C'est idiot dêtre roi. Il faut faire un royaume»
- « La grandeur de quelques-uns porte mysterieusement témoignage de celle de tous »
André Malraux o komz e pad savidigezh delwenn Félix Eboué e Cayenne:
- « Etranger, va dire à Lacémone que ceux qui sont morts ici sont tombés sous sa loi. Passant, va dire aux Enfants de notre Pays : De ce qui fut le visage désespéré de la France, les yeux de l'homme qui repose ici, n'ont jamais reflété que les traits du courage et de la liberté. »
Lavarenn diwar-benn André Malraux: « Malraux traverse l'histoire du siècle comme une épée les entrailles du taureau » (Jean Lacouture)
Oberennoù
kemmañ- Lunes en papier, 1921
- Ecrit pour une idole à trompe, skrivet e gellaouennoù etre 1921 ha 1927 hag dastummet en Œuvres Complètes, vol. 1, Paris, Gallimard, Bibliothèque de la Pléiade
- La Tentation de l'Occident, 1926
- Les Conquérants, 1928
- Royaume-Farfelu, 1928
- La Voie royale, 1930, Priz Interallié.
- La Condition humaine, 1933, Priz Goncourt.
- Le Temps du mépris, 1935
- L'Espoir, 1937
- Espoir, sierra de Teruel, 1938 (leurenniañ ar film)
- La Lutte avec l'ange, ha tennet diwezhatoc'h Les Noyers de l'Altenburg, 1943 e Bro-Suis - 1948 Frañs
- Le Démon de l'Absolu, 1946
- Esquisse d'une psychologie du cinéma, 1946
- Psychologie de l'Art : Le Musée imaginaire - La Création artistique - La Monnaie de l'absolu, 1947-1948-1950
- Saturne, le destin, l'Art et Goya, Titloù disheñvel > 1947 - 1950 - 1978
- Les Voix du silence, 1951
- Le Musée Imaginaire de la sculpture mondiale : La Statuaire - Des Bas-reliefs aux grottes sacrées - Le Monde Chrétien, 1952-1954
- La Métamorphose des dieux, 1957, dont a reas da vezañ kentañ levr un heuliad a dri (Le Surnaturel).
- "Entre ici...", 1964, prezegenn aozet pa voe kaset kelan Jean Moulin er Panthéon.
- Antimémoires, 1967 (Kentañ lodenn Miroir des Limbes)
- Les Chênes qu'on abat..., 1971 (adkemmeret evit La Corde et les souris)
- Oraisons funèbres, 1971 (adkemmeret evit La Corde et les souris, 1976)
- La Tête d'obsidienne, 1974 (adkemmeret evit La Corde et les souris)
- Lazare, 1974 (adkemmeret evit La Corde et les souris)
- Hôtes de passage, 1975 (adkemmeret evit La Corde et les souris)
- La Corde et les souris, 1976 (eil lodenn Miroir des Limbes)
- Le Miroir des Limbes, 1976 (I. Antimémoires + II. La Corde et les souris + Oraisons funèbres)
- Le Surnaturel, embannet e 1957 gant titl La Métamorphose des Dieux
- L'Irréel, La Métamorphose des Dieux. II, 1975
- L'Intemporel, La Métamorphose des Dieux. III, 1976
- L'Homme précaire ha la littérature, Gallimard, 1977 (posthume)
- Carnet du Front populaire (1935-1936), Gallimard, 2006 (posthume)
- Carnet d'URSS (1934), Gallimard, 2007 (posthume)