Jawaharlal Nehru
Jawaharlal Nehru (जवाहरलाल नेहरू en hindi, distaget [dʒəʋaːɦərˈlaːl ˈneːɦruː]) (ganet e Allahabad d’ar 14 a viz Du 1989 ha marvet e Delhi d’ar 27 a viz Mae 1964) a voe ur politikour eus India hag unan eus pennoù an emsav evit dizalc’hiezh India. Kentañ ministr India e voe adalek dizalc’hidigezh ar vro d’ar 15 a viz Eost 1947 betek e varv e 1964. E verc’h nemeti, Indira Gandhi, a voe Kentañ ministr ivez adalek miz Genver 1966.
Eus kostezenn sokialour Kendalc’h Broadel India e oa Nehru ha klask a reas lakaat da dalvezout en India steuñvoù diorren armerzhel war meur a vloaz e-giz re an Unvaniezh Soviedel, da lakaat war-sav en e vro ur sokialouriezh demokratel a vefe mesket enni an elfennoù gwellañ eus ar sokialouriezh hag ar gevalaouriezh .
E vuhez
kemmañMab e oa da v-Motilal Nehru, unan eus renerien Kendalc'h Broadel India. Mont a reas da Vro-Saoz d’ober e studioù, e skol Harrow hag e Skol-veur Cambridge, ha distreiñ da India goude, da vezañ alvokad. Kregiñ a reas da stourm da vat evit dizalc’hiezh ar vro, war skouer e dad, a-raok pignat tamm-ha-tamm e strollad ar C’hendalc’h betek dont da vezañ prezidant ar strollad e 1929 ha bezañ unan eus an dud tostañ da v-Mohandas Gandhi.
Abalamour d’e stourm e voe lakaet meur a wech en toull-bac’h gant ar Saozon (etre 1920 ha 1945 e tremenas 10 vloaz er vac’h). Gantañ e voe savet ar gouarnamant indian kentañ e miz Gouere 1946, daoust da enebiezh ar C'hevre Muzulmat a glaske sevel « Pakistan », ur stad dizalc’h evit muzulmiz Indez. Da Nehru e voe roet an enor da sevel banniel India e Delhi d’ar 15 a viz Eost 1947, an deiz ma teuas India da vezañ dizalc’h. Daoust da enebiezh Pakistan e voe staget Kachmir ouzh India gantañ, ar pezh a voe abeg d’ar brezel kentañ etre Pakistan hag India (1947-1949). Gant Nehru ivez e voe staget priñselezh Haidarabad (pe Hyderabad) ouzh India.
Evel kentañ ministr e klaskas Nehru lakaat India da vezañ ur vro distag diouzh an daou c’halloud bras (Stadoù Unanet Amerika hag Unvaniezh Soviedel) ha dont a reas da vezañ unan eus renerien emsav ar broioù distag diouzh an daou vloc’had bras evel-se (gant Tito ha Nasir). E 1956 e savas a-du gant Nasir pa oa bet taget Kanol Suez en Ejipt gant armeoù Breizh-Veur, Bro-C’hall hag Israel. A-hend-all e renas ur politikerezh mennet a-enep an trevadenniñ : lakaat a reas Bro-C’hall da asantiñ d’un emglev evit ma vefe lakaet ar c'hontouerioù gall evel Puducherry e-barzh India e miz Du 1954 ; e miz Kerzu 1961 e voe aloubet trevadenn bortugalat Goa ha staget e voe ouzh Unaniezh India.
Goude trec’h strollad Nehru, Kendalc’h Broadel India, e mouezhiadeg 1957, e voe kavet abeg buan e politikerezh e c’houarnamant. Soñjal a reas Nehru reiñ e zilez, aet skuizh gant ar c’hevezerezh etre pennoù ar C’hendalc’h evit tapout ar galloud, met kenderc’hel a reas en e bost. Pa voe dilennet e verc’h, Indira Gandhi, da brezidantez strollad ar C’hendalc’h e 1959, e voe kavet abeg ennañ adarre ha lavaret e klaske mirout ar galloud evit e familh. Aloubadeg Goa e 1961 a lakaas brud Nehru da greskiñ avat hag e mouezhiadeg 1962 ez eas an trec’h gant Kendalc’h Broadel India adarre, daoust ma kreskas ar votoù a-du gant ar strolladoù all evel Bharatiya Jana Sangh, eus an tu dehou, pe Strollad Komunour India.
E 1962 e voe brezel etre India ha Republik Pobl Sina, abalamour d’un dizemglev war an harzoù etrezo ha dre ma oa bet roet bod d’an Dalai Lama gant India e 1959. Faezhet e voe India ha war-lerc’h e klaskas Nehru lakaat un darempred gwelloc’h etre an div stad amezek. Argad arme Sina war harzoù India hag aloubadeg tammoù eus Asam ha Kachmir a ziskouezas pegen gwan e oa arme India. Rediet e voe Nehru da skarzhañ ministr an Difenn ha da c’houlenn sikour digant ar Stadoù Unanet. E 1963 e krogas yec’hed Nehru da fallaat ken e rankas diskuizhañ e-pad meur a viz e Kachmir. E 1964, pa seblante mont gwelloc’h gantañ en devoe un taol kalon.
Mervel a reas d’ar 27 a viz Mae 1964. Devet e voe e gorf hervez boazioù an hindouegezh ha stlapet e voe e ludu er stêr sakr Yamuna. En e obidoù e voe kantadoù a viliadoù a dud, evel ma oa bet en obidoù Gandhi.
Politikerezh
kemmañNehru a vame ouzh steuñvoù diorren armerzhel an Unaniezh Soviedel ha klask a reas aozañ un dra bennak heñvel evit India. Fellout a rae dezhañ degas d’e vro tuioù mat ar sokialouriezh hag ar gevalaouriezh ha sevel en India un doare sokialouriezh demokratel. Met, ma teuas an taol da vat gantañ war meur a dachenn, e krouas ivez a-hend-all ur velestradurezh luziet hag enni e-leizh a gargidi breinet gant an arc’hant alies. E 1956 e voe roet lañs gant Nehru d’ar Reveulzi c'hlas evit stourm ouzh an naonegezh : adingalañ an douaroù, kleuziañ kanolioù ha sevel stankelloù da c’hallout dourañ ar parkeier… War un dro e roas lañs da labourioù bras evit kaout tredan diwar dour ar stêrioù ha da enklaskoù evit pourvezañ energiezh nukleel da India.
Hêrezh
kemmañDre ma voe Nehru Kentañ ministr India ha Ministr an Aferioù diavaez en devoe kalz a veli evit stummañ gouarnamant ha sevenadur politikel India en XXvet kantved. Meulet e vez e labour evit sevel ur reizhiad skolioù kentañ derez a dizhas holl gornioù ar vro. War dachenn an deskadurezh bepred e voe savet gantañ skolioù uhel a bouez, evel an All India Institute of Medical Sciences[1], an Indian Institutes of Technology ("Ensavadurioù Teknologiezh India")[2] hag an Indian Institutes of Management ("Ensavadurioù Mererezh India").
En e amzer ivez e voe savet ur reizhiad a glask reiñ an tu d’an holl d’ober studioù ha da gaout labour, n’eus forzh piv e vefent (minorelezhioù, maouezed, ar c’hastaoù izelañ, feizidi an holl relijionoù…)[3],[4] Klasket e voe kas da get ar gwallziforc’hioù a-enep ar maouezed hag ar c’hastaoù izelañ[5]. ha pa ne vefe ket bet tizhet ar pal-se c’hoazh.
War un dro e tiskouezas Nehru bezañ ur broadelour mennet da reiñ un identelezh voutin da holl dud India, daoust d’an diforc’hioù bras a oa er vro. Goude dizalc’hidigezh India diouzh ar Saozon e voe splann an diforc’hioù-se, e-keñver yezh ha sevenadur, pa ne oa ket da stourm ouzh un enebour boutin ken. Savet e voe raktresoù bras an National Book Trust,[6] hag an National Literary Academy evit skoazellañ da dreiñ skridoù lennegel pep hini eus yezhoù India ha da vroudañ an eskemmoù etre an holl yezhoù-se.
Notennoù
kemmañ- ↑ Lec’hienn ofisiel an All India Institute of Medical Sciences
- ↑ Indian Institutes of Technology
- ↑ Jackson, Thomas William, From Civil Rights to Human Rights, University of Pennsylvania Press, 2007
- ↑ Manor, J.; Dua, B.D., Nehru to the Nineties: The Changing Office of Prime Minister in India, C. Hurst & Co. Publishers, 1994
- ↑ Zachariah, Benjamin, Nehru, New York: Routledge, 2004
- ↑ NBT: History