Bartrez
anv merc’hed
Bartrez zo un anv-badez brezhonek, implijet da dreiñ an anv gallek Bernadette ha meneget e meur a c'heriadur. Met n'eus roud ebet eus implij an anv en un doare ofisiel.
Orin
kemmañGallout a rafe an anv dont eus hini kumun Bartrès, a zo a-stok ouzh Lourdes, hag eno dres e voe savet ar santez anavezet evel Bernadette Soubirous; n'anavezer ket a zisplegadur all.
Meur a anv-lec'h zo bet lakaet da anv den en istor; da skouer, diwar anv ar santez Jeanne de Chantal eo deuet an anv-badez gallek Chantal.
Menegoù
kemmañ- E Geriadur Vallée e 1931, er bajenn 64 / bernadette e-kichen an anv Bernadeta e kaver ar meneg kentañ eus Bartrez.
Menegoù all zo bet goude (adkemeret diwar skouer Vallée moarvat) e geriadurioù Roparz Hemon (embannet gant Al Liamm) :
- en Dictionnaire français breton e 1974,
- e Dictionnaire breton français e 1978 ha 1993.
- en Dictionnaire breton français français breton e 2002, embannet gant An Here hag Al Liamm.
Tud
kemmañ- Bartrez Soubirous, ur santez eus an Iliz katolik.
- Bartrez Malgorn, bet prefedez Roazhon, anavezetoc'h evel Bernadette Malgorn.