Bistolida owenii
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
| |||
---|---|---|---|
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Mollusca | ||
Kevrennad : | Gastropoda | ||
Urzhad : | Littorinimorpha | ||
Kerentiad : | Cypraeidae | ||
Genad : | Bistolida | ||
Anv skiantel | |||
Bistolida owenii (J.E.Gray in G. B. Sowerby I, 1832) | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Bistolida owenii a zo unan eus an daouzek spesad a vez renket er genad Bistolida e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WoRMS[1]. Ur spesad kregin ral a-walc'h eo hag a vev e mervent Meurvor Indez, e reter Afrika, er c'horal, etre an aod vev ha tro-dro 100 m donder.
Taksonomiezh
kemmañDiskrivet eo bet ar spesad gant Gray, e levr G. B. Sowerby I e 1832 dindan an anv genad Cypraea[2],[3].
Roet eo bet an anv owenii en enor da Hugh Owen, dastumer a vro Saoz.
Heñvelsterioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Bistolida owenii bezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:
- Cypraea owenii J.E. Gray in G. B. Sowerby I, 1832 hervez ar re a renk an holl spesadoù Cypraeidae er spesad nemetañ Cypraea hag anv an diskrivadenn.
- Blasicrura owenii (J.E. Gray in G. B. Sowerby I, 1832)
- Cypraea oweni [sic] dre fazi
Isspesadoù
kemmañDaou isspesad a zo bet diskrivet :
- Bistolida owenii owenii (J.E. Gray in G. B. Sowerby, 1832)
- Bistolida owenii menkeana (Deshayes, 1863) (nomen dubium= anv o vezañ studiet ha gwelet evel faoz)
Daou isspesad all a zo bet renket e spesadoù nevez :
- Bistolida owenii piae Lorenz & Chiapponi, 2005=Bistolida piae Lorenz & Chiapponi, 2005
- Bistolida owenii vasta Schilder & Schilder, 1938 =Bistolida vastaSchilder & Schilder, 1938
Bevoniezh
kemmañKregin brav ha ral a-walc'h eo an Bistolida owenii. Kavet e vezont e mervent ar meurvor Indez, e reter Afrika, er c'houral, etre an aod vev ha tro-dro 100 m donder an hini eo.
Ment
kemmañMentoù boutin ar c'hregin bihan-se a zo etre 12 mm ha 16 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 8 mm pe ramz, betek 20 mm.
Gwelout ivez
kemmañBistolida ursellus, Bistolida hirundo, Bistolida kieneri tri spesad all ar genad.
Kartenn al lec'hioù bevañ
kemmañLec'h bevañ ar spesad a zo e mervent ar Meurvor Indez, e reter Afrika.
Skeudennoù
kemmañNotennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ Lec'hienn WoRMS Word Register of Marine species, bet sellet outi d'an 18 a viz Here 2014, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=390536(en)
- ↑ Lec'hienn WoRMS Word Register of Marines species, bet sellet outi d'an 18 a viz Here 2014, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=390536(en)
- ↑ Lorenz Felix & Hubert Alex, A guide to worldwide cowries, 2000, ti-embann Conchbooks, 2nd edition revised and enlarged, 584p, ISBN 3-925919-25-2 (en)