Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Bistolida ursellus
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Mollusca
Kevrennad : Gastropoda
Urzhad : Littorinimorpha
Kerentiad : Cypraeidae
Genad : Bistolida
Anv skiantel
Bistolida ursellus
Gmelin, 1791)
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Bistolida ursellus a zo unan eus an daouzek spesad a vez renket er genad Bistolida e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WoRMS[1]. Ur spesad kregin divoutin a vev e reter Meurvor Indez hag e kornôg ar Meurvor Habask er c'horal dindan nebeut metroù donder an hini eo.

Taksonomiezh

kemmañ

Diskrivet eo bet ar spesad gant Gmelin e 1791 dindan an anv genad Cypraea[2],[3].

Heñvelsterioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Bistolida ursellus bezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:

  • Cypraea ursellus Gmelin, 1791 hervez ar re a renk an holl spesadoù Cypraeidae er spesad nemetañ Cypraea hag anv an diskrivadenn.
  • Cypraea coffea G. B. Sowerby II, 1870 anv aet da get.

Isspesadoù

kemmañ

Daou isspesad a zo bet diskrivet :

  • Bistolida ursellus amoeba Schilder & Schilder, 1938
  • Bistolida ursellus ursellus (Gmelin, 1791)

Bevoniezh

kemmañ

Kregin brav ha divoutin a vev er c'houral dindan nebeut metroù donder an hini eo.

Mentoù boutin ar c'hregin bihan-se a zo etre 10 mm ha 16 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 6 mm pe ramz, betek 20 mm.

Gwelout ivez

kemmañ

Bistolida hirundo, Bistolida kieneri, Bistolida owenii tri spesad all ar genad.

Kartenn al lec'hioù bevañ

kemmañ

Lec'h bevañ ar spesad a zo e reter ar Meurvor Indez hag e kornôg ar Meurvor Habask.

Skeudennoù

kemmañ

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. Lec'hienn WoRMS Word Register of Marine species, bet sellet outi d'an 18 a viz Here 2014, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=530879(en)
  2. Lec'hienn WoRMS Word Register of Marines species, bet sellet outi d'an 18 a viz Here 2014, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=530879
  3. Lorenz Felix & Hubert Alex, A guide to worldwide cowries, 2000, ti-embann Conchbooks, 2nd edition revised and enlarged, 584p, ISBN 3-925919-25-2 (en)