Blasicrura interrupta

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Blasicrura interrupta
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Mollusca
Kevrennad : Gastropoda
Urzhad : Littorinimorpha
Kerentiad : Cypraeidae
Genad : Blasicrura
Anv skiantel
Blasicrura interrupta (Cypraeidae).jpg
(J.E. Gray, 1824)
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Blasicrura interrupta a zo unan eus an tri spesad a vez renket er genad Blasicrura e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WoRMS[1]. Ur spesad kregin boutin a vev e reter Meurvor Indez hag e kornôg ar Meurvor Habask eus Sri Lanka d'ar Filipinez war ar resif kaled, e frailhoù reier, en dour fankek etre nebeut metroù betek 35 m donder an hini eo.

Taksonomiezh

kemmañ

Diskrivet eo bet ar spesad gant Gray e 1824 dindan an anv genad Cypraea[2],[3].

Heñvelsterioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Blasicrura interrupta bezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:

  • Cypraea interrupta Gray, 1824 hervez ar re a renk an holl spesadoù Cypraeidae er spesad nemetañ Cypraea hag anv an diskrivadenn.

Bevoniezh

kemmañ

Kregin brav ha boutin a vev war ar resif kaled, e frailhoù reier, en dour fankek etre nebeut metroù betek 35 m donder an hini eo.

Mentoù boutin ar c'hregin etre-se a zo etre 19 mm ha 25 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 14 mm pe ramz, betek 29 mm[3].

Gwelout ivez

kemmañ

Blasicrura pallidula, Talostolida teres daou spesad gant livioù damheñvel.

Kartenn al lec'hioù bevañ

kemmañ

Lec'h bevañ ar spesad a zo e reter Meurvor Indez hag e kornôg ar Meurvor Habask eus Sri Lanka d'ar Filipinez.

Skeudennoù

kemmañ

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. Lec'hienn WoRMS Word Register of Marine species, bet sellet outi d'an 21 a viz Here 2014, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=204687(en)
  2. Lec'hienn WoRMS Word Register of Marines species, bet sellet outi d'an 21 a viz Here 2014, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=530919(en)
  3. 3,0 ha3,1 Lorenz Felix & Hubert Alex, A guide to worldwide cowries, 2000, ti-embann Conchbooks, 2nd edition revised and enlarged, 584p, ISBN 3-925919-25-2 (en)