Blasicrura pallidula
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
| |||
---|---|---|---|
Hoc'hig-mor disliv eus Filipinez
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Mollusca | ||
Kevrennad : | Gastropoda | ||
Urzhad : | Littorinimorpha | ||
Kerentiad : | Cypraeidae | ||
Genad : | Blasicrura | ||
Anv skiantel | |||
Blasicrura pallidula (Gaskoin, 1849) | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Blasicrura pallidula a zo unan eus an tri spesad a vez renket er genad Blasicrura e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WoRMS[1]. Ur spesad kregin boutin a vev eus gevred ar Meurvor Habask betek ar Filipinez dindan mein ha koural alies e-touesk bezhin eus an aod vev betek 15 m donder an hini eo.
Taksonomiezh
kemmañDiskrivet eo bet ar spesad gant Gaskoin e 1849 dindan an anv genad Cypraea hag hini ur spesad all Cypraea quadrimaculata var. pallidula Gaskoin, 1849 evel ur stumm eus ar spesad bet diblaset en ur genad all Eclogavena quadrimaculata[2],[3].
Heñvelsterioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Blasicrura pallidula bezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:
- Cypraea quadrimaculata var. pallidula Gaskoin, 1849 hervez ar re a renk an holl spesadoù Cypraeidae er spesad nemetañ Cypraea hag anv an diskrivadenn.
- Cypraea pallidula Gaskoin, 1849 anv aet da get.
Isspesadoù
kemmañTri isspesad a zo bet diskrivet :
- Blasicrura pallidula pallidula (Gaskoin, 1849)
- Blasicrura pallidula rhinoceros (Souverbie, 1865) a vev eus gevred Aostralia betek Kaledonia-Nevez
- Blasicrura pallidula vivia Steadmand & Cotton, 1943
Bevoniezh
kemmañKregin brav ha boutin a vev dindan mein ha koural alies e-touesk bezhin eus an aod bev betek 15 m donder an hini eo.
Ment
kemmañMentoù boutin ar c'hregin etre-se a zo etre 18 mm ha 23 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 11 mm pe ramz, betek 32 mm[3].
Gwelout ivez
kemmañBlasicrura interrupta, Blasicrura summersi, Eclogavena luchuana Talostolida teres, spesadoù gant livioù damheñvel.
Kartenn al lec'hioù bevañ
kemmañLec'h bevañ ar spesad a zo eus gevred ar Meurvor Habask betek ar Filipinez.
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ Lec'hienn WoRMS Word Register of Marine species, bet sellet outi d'an 21 a viz Here 2014, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=204687(en)
- ↑ Lec'hienn WoRMS Word Register of Marines species, bet sellet outi d'an 21 a viz Here 2014, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=708938(en)
- ↑ 3,0 ha3,1 Lorenz Felix & Hubert Alex, A guide to worldwide cowries, 2000, ti-embann Conchbooks, 2nd edition revised and enlarged, 584p, ISBN 3-925919-25-2 (en)