Blasicrura summersi

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Blasicrura summersi
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Mollusca
Kevrennad : Gastropoda
Urzhad : Littorinimorpha
Kerentiad : Cypraeidae
Genad : Blasicrura
Anv skiantel
Blasicrura summersi
(Schilder, 1958)
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Blasicrura summersi a zo unan eus an tri spesad a vez renket er genad Blasicrura e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WoRMS[1]. Ur spesad kregin divoutin a vev eus inizi Tonga betek an inizi Fiji er Meurvor Habask, tost eus ar resif bev dindan mein ha koural war an aod vev betek 15 m donder an hini eo.

Taksonomiezh

kemmañ

Diskrivet eo bet ar spesad gant Schilder e 1958[2],[3].

Heñvelsterioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Blasicrura summersi bezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:

  • Cypraea summersi Schilder, 1958 hervez ar re a renk an holl spesadoù Cypraeidae er spesad nemetañ Cypraea.
  • Bistolida summersi Schilder, 1958 anv aet da get.

Bevoniezh

kemmañ

Kregin brav ha divoutin a vev tost eus ar resif bev dindan mein ha koural war an aod bev betek 15 m donder an hini eo.

Mentoù boutin ar c'hregin bihan-se a zo etre 15 mm ha 19 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 12 mm pe ramz, betek 22 mm[3].

Gwelout ivez

kemmañ

Blasicrura pallidula rhinoceros, Eclogavena luchuana , Eclogavena quadrimaculata, spesadoù gant livioù damheñvel.

Kartenn al lec'hioù bevañ

kemmañ

Lec'h bevañ ar spesad a zo eus inizi Tonga betek an inizi Fiji er Meurvor Habask.

Skeudennoù

kemmañ

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. Lec'hienn WoRMS Word Register of Marine species, bet sellet outi d'an 21 a viz Here 2014, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=204687(en)
  2. Lec'hienn WoRMS Word Register of Marines species, bet sellet outi d'an 21 a viz Here 2014, http://www.marinespecies.org/aphia.php?p=taxdetails&id=708938(en)
  3. 3,0 ha3,1 Lorenz Felix & Hubert Alex, A guide to worldwide cowries, 2000, ti-embann Conchbooks, 2nd edition revised and enlarged, 584p, ISBN 3-925919-25-2 (en)