Boudika
Boudika (Buddug e kembraeg; Boudica, Boudicca pe Boadicea (/ˌboʊ(ə)dɪˈsiːə/ e saozneg), ganet war-dro ar bloaz 30 ha marvet en 61, a oa gwreg d'ar roue brezhon Prasutagus, a rene war an Ikened er Iañ kantved, ur bobl vrezhon o chom er vro a zo bremañ Norfolk. En em sevel a reas a-enep ar Romaned, tro-wenn a reas ha marteze en em gontammañ goude.
An anv
kemmañMeur a stumm zo d'an anv hervez ar yezhoù : Boudicca, Boudica en latin, Βουδουικα, Βουνδουικα, pe Βοδουικα en gregach, Boadicea /boʊdɨˈsiːə/ en saozneg, ha Boadicée en galleg.
- "Diskleriet e vez Boudika peurliesa dre an hen-geltieg boudis, bodis "trec'h", aet de grenn-vrezoneg buz" (Meven Mordiern, p. 35, notenn 5)
Istor
kemmañHe fried en devoa legadet e rouantelezh d'o merc'hed ha d'an impalaer roman Neron, hanter ouzh hanter. Pa varvas avat, war-dro ar bloaz 60, e voe kemeret ar rouantelezh en he fezh gant ar Romaned, ken plaen ha tra. Sed a zo skrivet gant an istorourien roman Tacitus ha Dion Cassius.
Klemm a reas Boudika, ha neuze e voe gwallgaset, skourjezet, gwallet zoken, hag he div verc'h ganti.
Emsavadeg a voe neuze gant 200 000 den ouzh an arme roman e-pad 6 miz.
E berr amzer, Camulodunum (Colchester), kêrbenn Breizh ar c'hreisteiz d'ar c'houll se, e oa taget gant an Ikenanied hag o mignoned.
Petilius Cerialis, jeneral Legio IX Hispania e Lindum (Lincoln), a zeuas ar buanan ma c'halle da zikour Camulodunum. Koll a reas war un dro holl e droaderien hag ul loden eus e varc'hegiezh. Tec'hel a reas kuit en dro gant peurrest e varc'hegiezh da Lindum.
Camulodunum a zo kaset da get, dre tan ha gwad.
Ikenianed en em skoas neuze war Londinum (Londrez). Suetonius Paulinus, gant Legio IX Gemina ha Legio XX Valeria, en em gavas re bell ha re ziwezhat evit sikour Londrez, hag a oa distrujet pen da benn d'he dro dre tan, gwad, beuzadeg.
Poenius Posthumus, prefed Legio II Augusta, a oa stanket en Isca Dumnuniorum (Exeter).
Verulamium (Saint Alban's) a zo kaset da get d'he dro.
Ne chome ket gant Suetonius Paulinus nemet Legio XIV Gemina hag ul loden eus Legio XX Valeria.
An emgan diwhezañ, en tu bennak war dro Manduessedum (Mancetter) pe Ratae Coritanorum (Leicester).
E desped rakwelloù ar Vretoned, dre ma oant kalz niverusoc'h eget ar Romaned, trec'het e voe Boudika e 61 en Emgann Watling Street. En em lazhañ a reas ar rouanez gant kontamm hervez Tacitus.
Lennegezh
kemmañ- Bonduca, trajedienn saoznek gant John Fletcher ha Francis Beaumont e 1610.
- Boadicea, an ode, barzhoneg gant William Cowper en 1782.
- Boadicea, barzhoneg gant Alfred Tennyson
- Ar rummad bannoù-treset "Vae Victis !" gant Simon Rocca ha Jean-Yves Mitton. Pemzek levrenn embannet gant Soleil etre 1991 ha 2006.
Levrlennadur
kemmañ-(br)
- Meven Mordiern & Abherve, Notennou diwar-benn ar Gelted koz, o istor hag o sevenadur. Skridoù Breizh. Brest. 1944.
-(en)
- Aldhouse-Green, M. (2006). Boudica Britannia: Rebel, War-Leader and Queen. Pearson Longman.
- Ian Andrews, Boudicca's Revolt, Londrez, 1972
- de la Bédoyère, Guy (2003). "Bleeding from the Roman Rods: Boudica". Defying Rome: The Rebels of Roman Britain. Tempus: Stroud.
- Böckl, Manfred (2005). Die letzte Königin der Kelten [The last Queen of the Celts] (in German). Berlin: Aufbau Verlag.
- Cassius Dio Cocceianus (1914–1927). Dio's Roman History. 8. Earnest Cary trans. Cambridge, Massachusetts: Harvard University Press.
- Collingridge, Vanessa (2004). Boudica. London: Ebury.
- Cottrell, Leonard (1958). The Great Invasion. Evans Brothers Limited.
- Dudley, Donald R; Webster, Graham (1962). The Rebellion of Boudicca. London: Routledge.
- Fraser, Antonia (1988). The Warrior Queens. London: Weidenfeld and Nicolson.
- Godsell, Andrew (2008). "Boadicea: A Woman's Resolve". Legends of British History. Wessex Publishing.
- Hingley, Richard; Unwin, Christina (2004). Boudica: Iron Age Warrior Queen. London: Hambledon and London.
- Kenneth Jackson, "Queen Boudicca?", Britannia 10, 1979
- Roesch, Joseph E. (2006). Boudica, Queen of The Iceni. London: Robert Hale Ltd.
- Tacitus, Cornelius (1948). Tacitus on Britain and Germany. H. Mattingly trans. London: Penguin.
- Tacitus, Cornelius (1989). The Annals of Imperial Rome. M. Grant trans. London: Penguin.
- Taylor, John (1998). Tacitus and the Boudican Revolt. Dublin: Camvlos.
- Webster, Graham (1978). Boudicca: The British Revolt Against Rome, Londrez, 1978. Totowa, NJ: Rowman and Littlefield.
Filmoù
kemmañDaou film zo anavezet diwar he fenn :
Pennad db Boudika: https://www.youtube.com/watch?v=PzOxIiKVZ2c
Da welout
kemmañLiammoù diavez
kemmañ- (fr) National Geographic