Brec'hed
anv merc'hed
Brec'hed zo un anv-badez brezhonek roet d'ar merc'hed. Anavezet eo ivez er stumm Berc'hed.
Orin Aozañ
Un anv a orin gouezelek eo, brudet gant ar santez iwerzhonat Brec'hed (pe Berc'hed). Alies e vez graet anv eus an doueez kelt Brigit / Brigantia, diwar ur wrizienn brigo a dalvez uhel e galianeg, hag a gaver ivez en anv-pobl Briganted.
Kemmesk Aozañ
A-wechoù e vez mesket gant Brec'hed ar santez svedat Birgitta, abalamour ma vez roet dezho ar memes anv, Brigitte, e galleg, hag a-wechoù ivez e saozneg, Bridget. Koulskoude eo sklaer n'int ket anvioù kenorin.
Evit santez Iwerzhon ha Breizh e vez lavaret alies Birzida pe Birzidañ e brezhoneg ar bobl e Treger[1].
Er yezhoù all Aozañ
- alamaneg : Brigitte
- daneg: Birgitte, hag ar berranv Gitte
- saozneg : Brigitte, Bridget, Britt
- galleg : Brigide (gwechall), Brigitte (hiriv)
- hungareg : Brigitta
- italianeg : Brigida
- latveg : Brigita
- poloneg : Brygida
- ruseg : Бригитта (Brigitta)
- tchekeg : Brigita
- slovakeg : Brigita
- sloveneg : Brigita
- svedeg : Birgitta
An div santez Aozañ
- Santez Berc'hed, pe Brec'hed, (+ 523), anvet ivez Berc'hed Iwerzhon, pe Berc'hed Kildare, goueliet d'ar 1añ a viz C'hwevrer
- Birgitta, (+ 1373), pe Birgitta Sveden, lidet d'an 8 a viz Here.
Tud all Aozañ
- Bridget Fonda, aktourez stadunanat, nizez da Jane Fonda
- Brigitte Bardot, aktourez c'hall, difennerez gwirioù al loened