Berc'hed (Treger)

kumun Aodoù-an-Arvor

Berc'hed zo ur gumun e Bro-Dreger e kanton Bear, e departamant Aodoù-an-Arvor, e Norzh Breizh. Daoust ma'z eo bihan ar gumun ez eus eno div iliz, iliz santez Birzidañ hag iliz Itron-Varia Goñfort, deuet da vezañ an iliz-parrez, hag anv a vez alies eus Koñfort-Berc'hed hag a zo anv ar barrez.

Berc'hed
Iliz katolik Santez Birzidañ.
Iliz katolik Santez Birzidañ.
Anv gallek (ofisiel) Berhet
Bro istorel Bro-Dreger
Melestradurezh
Departamant Aodoù-an-Arvor
Arondisamant Lannuon
Kanton ar Roc'h-Derrien (betek 2015)
Bear (abaoe 2015)
Kod kumun 22006
Kod post 22140
Maer
Amzer gefridi
Cathy Lucas[1]
2015-2020
Etrekumuniezh Lannuon-Treger Kumuniezh
Bro velestradurel Bro Treger-Goueloù
Poblañsouriezh
Poblañs 273 ann. (2020)[2]
Stankter 85 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 41′ 50″ Norzh
3° 18′ 10″ Kornôg
/ 48.6972222222, -3.30277777778
Uhelderioù kreiz-kêr : 85 m
bihanañ 50 m — brasañ 101 m
Gorread 3,23 km²
Lec'hiañ ar gêr
Berc'hed

Douaroniezh kemmañ

Berc'hed en em gav war an hent galian-roman eus Karaez da bPlougouskan, etre Barderoù, e Kawan, hag ar Roc'h-Derrien

Kumunioù stok ouzh Berc'hed

Anv kemmañ

  • Régis de Saint-Jouan : Berhet, 1444.
  • B. Tanguy : Berchet, fin XIVt, 1437, 1461; Berhet, 1444, 1481;
  • E. Vallerie : Berchet, 1516

Istor kemmañ

XIXvet kantved kemmañ

Ar gumunn nevez Berc'hed a zo distaget diouzh hini Matallod an 19.09.1844

XXvet kantved kemmañ

Brezel-bed kentañ
  • Pevarzek gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, da lavaret eo 4,09 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[3].
Eil Brezel-bed
  • Mervel a reas tri den eus ar gumun abalamour d'ar brezel[3].

Monumantoù ha traoù heverk kemmañ

Iliz katolik Santez Berc'hed / Birzidañ kemmañ

An iliz koozh a zo bet diskaret adalek ar 15 C'hwevrer 1850, evit bezhañ adsavet.

Diavaez
Diabarzh

Iliz (chapel) katolik Itron-Varia Goñfort kemmañ

Maen kentañ : 20 Ebrel 1523; Sakramant : 29 Gwengolo 1549. Savet iliz ar barrez ar 6 Gwengolo 1911. Ar barrez a zo anvet adalek an deiz se : Koñfort-Berc'hed. Iliz bet enrollet ar 16 Eost 1933.

Feunteun Santez Birzidañ kemmañ

Monumant ar re varv kemmañ

Brezhoneg kemmañ

  • D'ar 26 a viz Mae 2006 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun. Al live 1 oa bet roet d'ar gummun.

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962 kemmañ

Niver a annezidi

Melestradurezh kemmañ

Maered kemmañ

Tud kemmañ

  • Fañch Peru, skrivagner brezhonek, a zo bet maer etre 1983 ha 2001.

Ardamezioù kemmañ

Levrioù talvoudus kemmañ

  • Régis de Saint-Jouan : Dictionnaire des communes du département des Côtes d'Armor. Éléments d'histoire et d'archéologie. Conseil Général des Côtes d'Armor 1990
  • Bernard Tanguy : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses des Côtes d'Armor. Origine et signification. ArMen - Le Chasse-Marée. 1992
  • Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995

Liammoù diavaez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveoù kemmañ