Breizh Evel-Just
Anv ul listenn savet evit dilennadeg rannvro Breizh 2015 eo Breizh Evel-Just, rannvroelour, emrenour, eus an tu-kleiz hag ekologour anezhi. Kristian Troadeg, maer Karaez, a oa en he fenn. Savet e oa bet ivez gant Unvaniezh Demokratel Breizh, gant Breizh War Raok ha gant tudennoù distag eus ar strolladoù politikel, evel Daniel Cueff, maer Langoed. Oui la Bretagne a oa an anv gallek, brudetoc'h eget ar stumm brezhonek.
Danvez dilennidi
kemmañPeder rann-listenn a oa, unan dre zepartamant, bodet enno izili an daou strollad politikel pennañ, UDB ha Breizh War-raok, hag ivez tud all a c'halle bezañ dilennidi, stourmerien eus an Emsav, ekologourien, sindikalourien... Daniel Cueff, maer ekologour Langoed, a oa e penn rann Il-ha-Gwilen, Andrée Kerleguer-Viougea, dilennadez eus UDB e Plerin, e penn rann Aodoù-an-Arvor, Kristian Derrien, maer Langoned, e penn rann ar Morbihan, ha Kristian Troadeg, maer Karaez, e penn rann Penn-ar-Bed hag e penn al listenn glok.
Koulzad kabaliñ
kemmañEn Alre, d'ar 7 a viz Gouere 2015, e krogas koulzad kabaliñ Breizh-Evel-Just. Gant Kristian Troadeg e voe displeget abegoù an emglev, goude m'o doa an daou strollad politikel marc'hataet e-pad pell amzer. Lavaret e voe gant tud zo ha zoken gant kazetennerien e kemere Strollad Breizh perzh e Breizh Evel-Just met ne oa ket gwir: embann a reas ar strollad breizhat eus an tu-dehoù, da gentañ, e sikourfe al listenn hep kemer perzh, hag a-benn ar fin e voe savet ul listenn all gantañ. Breizhistañs ivez a gasas e goulzad kabaliñ en ur mod dizalc'h.
D'an 10 a viz Gouere e krogas an darvoud kentañ, gant ur gerzhadeg etre An Alre ha Sant-Brieg, aozet gant UDB Yaouank a c'houlenne e vefe digoret adarre al linenn hent-houarn etre an div gêr. Kenderc'hel a reas ar strivoù e-pad an hañv dre skignañ ur gartenn-post ha pegañ skritelloù. Embannet e voe anvioù an danvez dilennidi adalek miz Gwengolo, hag anavezet e voe ar program e miz Du, ar-raok ur vodadeg vras e Sal ar Geoded, e Roazhon.
An impli er vro hag an emrenerezh a voe danvez pennañ ar program. Diwar-benn an holl sujedoù, ha pa vefe an treuzdougen, an energiezh, an endro... e tifenne al listenn buhez pemdeziek an annezidi ha muioc'h a emrenerezh.
Disoc'hoù
kemmañEtre 8 ha 10% e veze lakaet Breizh Evel-Just gant ar sontadegoù, betek gwalldaolioù Pariz, a lakaas ar c'houlzad kabaliñ hollek da dreiñ tro-dro d'ar surentez, d'ar brezel ha d'an divroidi (hag an dodennoù-se ne oant ket liammet tamm ebet ouzh barregezhioù ar rannvro nag ouzh kinnigoù al listenn). D'ar poent-se e tiskennas disoc'hoù ar sontadegoù da 6% evit al listenn emrenour. A-benn ar fin e voe 6,71% evit Breizh Evel-Just d'an dro gentañ, dirak ar Re C'hlas met a-dreñv tri strollad gall, Ar Strollad sokialour, ar Republikaned hag an Talbenn vroadel. Evit an eil tro ne voe ket roet kuzulioù votiñ evit unan eus an teir listenn-se, na gant Kristian Troadeg, na gant Unvaniezh Demokratel Breizh.
Emglevioù
kemmañKengret e oa Breizh Evel-Just gant al listenn "Dibab hor rannvroioù - Adunvaniñ Breizh", en he fenn Gilles Denigot, e rannvro Broioù al Liger.