Breizh Touch
Ar Breizh Touch zo un heuliad abadennoù sevenadurel (sonerezhel dreist-holl) aozet e Pariz evit Kuzul Rannvro Breizh gant ar Festival interceltique de Lorient eus an 20 a viz Gwengolo 2007 betek an 23 a viz Gwengolo 2007.
An abadennoù hag an arzourien
kemmañBarnadennoù
kemmañAskol
kemmañBurutellet eo bet an darvoud gant meur a gevredigezh, en o zouez ar strollad Askol (kevredigezh dilennidi vreizhat evit an demokratelezh), a lavar e oa koustet 2,4 a vilion a euroioù (2,5 hervez Ouest-France an 10 a viz Here 2007) d'ar rannvro ha da bep hini eus ar 5 departamant). Ouzhpenn e kav dezho e oa koll arc'hant brudañ Breizh e Pariz,
- dre ma vije bet efedusoc'h ober kemend-all e Berlin, Milano pe Londrez
- abalamour ma tiskoueze ur santimant a izelded e-keñver Pariz
- peogwir e oa tud enebet a-viskoazh ouzh Breizh,
- dre-benn ma oa bet ankouaet pediñ « Produit en Bretagne »
- abalamour ma oa bet ankouaet ar brezhoneg penn-da-benn (nemet e oa bet emsaverien o klask brudañ ar yezh o-unan)
- peogwir e oa klasket brudañ an douristelezh dreist-holl
- dre ma ne oa ket implijet evit kas war-raok arc'hadurioù Breizh: an unavanidigezh, ur statud evit ar yezh,
Libération
kemmañEr pemdezieg gall Libération e oa embannet ur pennad, o kregiñ war ar bajenn gentañ, gant Françoise Morvan o c'hoapaat an aozadenn ha... doare-skrivañ "savet war urzh an nazied" emezi.
Politikerien
kemmañBrudet eo bet pennad ar senedour gall Jean-Luc Mélenchon embannet en e vlog. Ken en deus disklêriet Jean-Yves Le Drian diwar e benn: Mélenchon, pa glev ar ger Breizh, a daol e vinim. Hag ivez "Mélenchon a zo ur paun strizh e spered".
Lec'hienn
kemmañPennad kar
kemmañNotennoù
kemmañPorched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh. |