Brezel hêrezh dugelezh Breizh
Brezel hêrezh dugelezh Breizh (1341-1364) — pe Brezel an div Janed — a reas e reuz etre kostezenn Charlez Bleaz hag hini Yann Moñforzh, evit hêrezh dugelezh Breizh e-pad 23 bloaz.
Rann eus | Brezel Kant Vloaz |
---|---|
Lec'h | Breizh |
Deiziad | 1341 |
Deiziad kregiñ | 1341 |
Deiziad echuiñ | 12 Ebr 1365 |
Ar brezel-se a reas e reuz e Breizh e-kreiz ar Brezel Kant Vloaz a c'hoarveze e Bro-C'hall, setu ma vez lakaet gant an istorourien c'hall da vezañ ul lodennig eus o brezel bras. Koulskoude e voe kalz berroc'h.
Istor
kemmañPa varvas Yann III, dug Breizh, n'en doa bet bugel ebet. Daou zen a c'houlennas ar gurunenn neuze: e hantervreur Yann Moñforzh hag e nizez Janed Pentevr, merc'h d'e vreur Guy ha dimezet da Charlez Bleaz, anavezet evel dug kenkent gant Pirien Bro-C'hall .
Brezel an div Janed a vez graet eus Brezel Hêrezh dugelezh Breizh abalamour ma oa div Janed a bep tu :
- Janed ar Flamm, gwreg Yann Moñforzh en un tu,
- Janed Pentevr, gwreg Charlez Bleaz en tu all.
Lennegezh
kemmañE-pad brezel hêrezh e c'hoarvez troioù-kaer Duncan O'Hara, haroz "Emgannoù Duncan O'Hara" ha "Abati an aon" (Emb. Keit Vimp Bev). Er romant savet evit ar re yaouank e stourm ar marc'heg Duncan O'Hara e-kichen John Chandos, Olier Klison pe Jehan Lesnereg. Echu eo an istor-se gant Kentañ Feur-emglev Gwenrann e 1365.