Brezel skouarn Jenkins

Brezel skouarn Jenkins (e saozneg War of Jenkins's Ear ; e spagnoleg Guerra del Asiento) zo ur brezel hag a badas adal 1739 betek 1748, er Mor Karib dreist-holl, etre rouantelezhioù Breizh-Veur ha Spagn.

Brezel skouarn Jenkins.

Adal 1741 e voe un darn eus ur brezel european bras, Brezel Hêrezh Aostria (1740-1748), a oa savet etre Aostria, a oa skoaz-ouzh-skoaz gant Breizh-Veur, ar Proviñsoù-Unanet ha Rouantelezh Sardigna en un tu, ha Bro-C'hall en tu all, a-unan gant Bavaria, Prus, Spagn (ha Sikilia) ; emgannoù etre Breizh-Veur ha Spagn a vo ivez er Mor Kreizdouar.

Divrud a-walc'h eo brezel skouarn Jenkins, petra bennak ma'z eus bet dekviliadoù a dud o vrezeliñ ha kolloù bras a bep tu.

Echuiñ a reas gant un distro d'ar statu quo ante bellum ha rivinus e voe da Vreizh-Veur .

An anv

kemmañ

Aozet e voe an anv e 1858 gant an istorour saoz Thomas Carlyle, diwar anv Robert Jenkins, kabiten al lestr saoz Rebecca, a vije bet gloazet e skouarn gant soudarded spagnol deuet da furchal al lestr e miz Ebrel 1731.

Ne voe ket nemeur a drouz goude ar furchadeg. Met seizh vloaz goude, e savas politikerien e Breujoù Breizh-Veur, harpet gant ar South Sea Company, da vroudañ ar gouarnamant da ober brezel da Spagn evit diorren kenwerzh ar varc'hadourezh saoz er Mor Karib. Ouzhpenn-se e felle dezho dont a-benn da gaout aotre da werzhañ sklaved ar sklavetaerien saoz en Amerika spagnol, ha setu perak eo anvet e spagnolek Guerra del Asiento de Negros. Arsailhoù a voe kaset e 1741 gant ar Saozon war perzhier Cartagena de Indias ha La Habana, kalz a dud a voe lazhet gant kleñvedoù, ha se zo kaoz ne voe graet div wech.

Un toullad emgannoù a voe c'hoazh e Florida ha Georgia, met goude 1742 ne voe ken kaoz nemet eus Brezel Hêrezh Aostria, ma kemere perzh an darn vrasañ eus broioù Europa, hag a echuas gant Feur-emglev Aachen (1748). Koun zo eus ar brezel-mañ en istor Breizh-Veur en abeg da Beaj an Amiral George Anson en-dro d'ar bed, etre 1740 ha 1744.

Orin ar brezel : an asiento ha darempredoù etre Spagn ha breizh-veur o fallaat

kemmañ
 
Fourgadenn spagnol o tegas ul lestr spagnol d'ar porzh.
 
Flemmskrid saoz da vrudañ ar brezel , ma weler ur gartenn eus ar Mor Karib hag ar c'hêrioù spagnol

Ar Spagnoled ne raent ket war-dro kenwerzh ar morianeta (prenañ, kargañ, gwerzhañ sklaved) met evit ezhommoù o impalaeriezh bras-divent e prenent sklaved afrikan digant broioù ar morianetaerezh. Se zo kaoz e oa an asiento (monopol ar morianeta) etre daouarn broioù all : Bro-C'hall, Portugal, ha Breizh-Veur. Pa voe sinet Feur-emglev Utrecht e 1713 e voe roet an asiento evit an trevadennoù spagnol da Vreizh-Veur, a-hed an 30 vloaz goude. Ouzhpenn da se e oa bevennet strizh an enbroañ marc'hadourezh saoz en trevadennoù spagnol. Dont a c'halle ul lestrad marc'hadourezh saoz (an navio de permiso) da ziskargañ ur wech ar bloaz, ha netra ken. Gant an hanter-aotre-se, ar c'hoant-kreskiñ ha pinvidikaat er South Sea Company (karget da vorianeta), ar floderien dizalc'h, ha c'hoant an dud uhel e-touez ar greoled da gaout marc'hadourezh graet e Breizh-Veur, ne reas ar floderezh nemet kreskiñ. Evit stourm ouzh ar floderezh e voe anavezet, e Feur-emglev Sevilla (1729), e c'hallje ne vern pe lestr spagnol ensellout kement lestr-kenwerzh breizhveuriat a vije kavet er morioù spagnol. Ar « gwir da ensellout », ha da virout marc'hadourezh ar floderien evel a c'hoarveze alies, a rae heug d'ar genwerzhourien saoz, a glemme e oa morlaeroñsi, ma tihunas an enebiezh kozh eus mare ar rouanez Elesbed I.

E 1731 eta e voe tapet al lestr floder saoz Rebecca, er morioù spagnol gant ar c'habiten Julio Leon Fandino : kregiñ a reas e kabiez ar c'habiten saoz Robert Jenkins, ha troc'hañ e skouarn outañ en ur lavarout : Kas-hi d'az roue 'ta, ha lavar dezhañ e rin heñvel d'e hini mar en gwelan dre amañ. An droug-se graet d'ur sujet breizhveuriad a voe kavet mezhekaus en Breizh-Veur[1].

 
Felipe V, dug Anjev ha roue Spagn.

Notennoù

kemmañ