Brutus a Droja, pe Brutus Breizh (Bryttys en kembraeg, Brut en galleg), eo kentañ Roue Breizh (Enez Vreizh) hervez ar vojenn a gaver er Roman de Brut, levr Wace, hag a zo bet brudet evel gwirvoud istorel adalek an XIvet kantved betek an XVIIIvet kantved, daoust ma'z eo brudetoc'h mojenn Arzhur. Un elfenn a bouez eus Danvez Breizh eo eta.

Brutus a Droja
legendary king of Britain
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhRouantelezh-Unanet Kemmañ
Anv-bihanBruto, Brutus Kemmañ
Titl noblañslist of legendary kings of Britain Kemmañ
Lec'h ganedigezhLatium Kemmañ
Deiziad ar marv1125 BCE Kemmañ
TadSilvius Kemmañ
BugelCamber, Albanactus, Locrinus Kemmañ
KarAineias, Ascanius Kemmañ
Present in workHistoria Regum Britanniae Kemmañ

Danvez Breizh

kemmañ

Hervez Léon Fleuriot e vije ganet ar vojenn war-dro 630, goveliet e brezhoneg hag e latin e manatioù Enez Vreizh adal an Xvet kantved ha skignet neuze en Arvorig ha tro-dro goude. Warni eo diazezet mojenn orin trojan ar Vrezhoned.
Anavet e oa mojenn Brutus er Grennamzer er broioù kelt, meneget eo en Armes Prydein hag e Leabhbor Bretnach Iwerzhon.(Daveoù a vank)

Liammoù diavaez

kemmañ